Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. Liammañ (ub, udb.) gant un ere. Stagañ un den ouzh ur wezenn. Stagañ ar saout. Stagañ ub. ouzh post an dorfedourien. B. Dre ast. 1. Sterniañ ul loen ouzh ur c'harbed, ouzh un ardivink. Stagañ a rin ar gazeg da vont d'an aod. 2. Lakaat ur vro, ur rann eus ur vro da vezañ e beli ur Stad. C. Dre skeud. (db. an dud) 1. Lakaat da vezañ stag ouzh udb. Perak e stagit kement ho kalon ouzh ho tanvez? 2. (db. an traoù) Delc'her (ub.) stag ouzh udb. N'eus mui netra a c'hall hor stagañ ouzh an douar. & Trl. skeud. Stagañ e varc'h ouzh ur ruilhenn fall : lakaat ar gaoz war ur c'hraf a oa gwelloc'h tevel warnañ. & PEMDEZ Stagañ e c'har ouzh gar ub. : dimeziñ dezhañ. II. V.k.d. 1. (db. al loened) STAGAÑ GANT : kregiñ e, dantañ. Stagañ a ra ar broc'hed gant an dud. 2. (db. an dud) STAGAÑ GANT, DA UDB. : en em lakaat d'ober an dra-se. Stagañ gant, d'ul labour. Stagañ gant un tan, un diviz. Stagañ da'm istor. [1954] "Poent ha tremen poent eo deoc'h stagañ da skrivañ hoc'h e[ñ]vorennoù", eme renerien Al Liamm, Ronan Huon ha Per Denez. & Stagañ d'al labour : labourat a-zevri. & Stagañ ganti : en em lakaat da labourat, d'ober udb. Stagomp ganti ! 3. (db. an dud) STAGAÑ GANT, DA UB. : en em gemer ouzh ub., en em gannañ gant ub. Deuet e oa da stagañ gant e enebour. Stagañ d'ar soudarded. & Ent krenn Ar re-se zo tud hag a stag. III. V.g. A. 1. (diwar ar c'haledoù blot) STAGAÑ OUZH : pegañ ouzh. Stagañ a ra ar pri ouzh ar boteier. Staget eo ar fank ouzh traoñ e vragoù. & Diren. Lakaat amanenn da virout na stagfe ar wastell. 2. (db. obererezh an dud) STAGAÑ E : en em lakaat d'ober (udb.). Stagañ en ul labour. 3. (db. ar plant, ar gwez) Kregiñ. Staget eo ma imboudenn. HS. pegañ. B. (dirak un av.) 1. En em lakaat d'ober udb. Stagañ da labourat, da ganañ. Staget eo da skrivañ ul levr. 2. Stagañ d'ober ur seurt pe seurt : ober e vennozh a-zivout udb. C. Dre skeud. 1. (db. ar poanioù, ar santadurioù, ar santadoù, h.a.) STAGAÑ OUZH : kregiñ en ub. Stagañ a ra ar boan, an enkrez ouzh an dud. Stagañ a reas an aon outañ. 2. (db. ar c'hleñvedoù) En em skignañ. Ur c'hleñved spegus a stagas e-touez martoloded Brest. 3. (db. an traoù) STAGAÑ E : kregiñ en ub. An avel a stage ennon. 4. (db. an traoù) Kregiñ, poazhañ. An alkool a stag. IV. V. rag. EN EM STAGAÑ. A. 1. v. em. (db. an dud) En em liammañ (gant udb.). En em stagañ en ur c'harr. 2. v. kenem. En em gannañ. Ar re-se a oa en em staget. B. Dre skeud. 1. (db. an dud, dirak un ak.) En em stagañ ouzh ub. : en em dommañ outañ. [1877] P’edont o tispartiañ an eil diouc’h egile, daeloù puilh a rede eus o daoulagad o-daou ; en em staget [e] oant an eil ouc’h egile. 2. (dirak un av. degaset gant an ar. "da") En em stagañ da ober udb. : en em lakaat a-zevri d'ober udb. En em stagañ da selaou ub. HS. reiñ. V. (en e furm av.) 1. Barrenn-stagañ, chadenn-stagañ : barrenn, chadenn a dalvez da eren karbedoù kenetrezo. & Kanol-stagañ : a dalvez da eren div zourredenn, div ledennad dour. 2. Trl. Bezañ sot, mat da stagañ : foll-mik.

Exemples historiques : 
98
Masquer la liste des exemples

stagañ an oc'hen

1659
Référence : LDJM.1 pg atteller les boeeufs

stagañ ouzh

1659
Référence : LDJM.1 pg afficher contre, astacher a

stagañ ouzh

1659
Référence : LDJM.1 pg clouer

staget eo an dra-se ouzh ar voger, pe a zo start ouzh ar voger

1659
Référence : LDJM.1 pg (cela) tient (bien à la muraille)

1. P'edo JEZUZ binniget / Evidomp-holl krusifiet, / Ez edo e vamm velkoniet / E-harz ar groaz ma oa staget.

1677
Référence : Do. p65

17. Grit din ouzhpenn bezañ gouliet / Gant e holl c'houlioù binniget, Stagit ma c'halon ouzh ar groaz, / A vezo ma flijadur vras.

1677
Référence : Do. p69

stagañ an oc'hen

1699
Référence : Har. pg an, oc'hen, stagañ (atteler les bœufs)

ret eo peuriñ el lec'h ma vezer staget

1732
Référence : GReg pg brouter (paître l'herbe)

staget ar c'hezeg

1732
Référence : GReg pg harnacher (Harnacher les chevaux pour tirer, pp.)

ar pezh a stager ouzh unan all

1732
Référence : GReg pg annexe

Ar roue Charlez eizhvet en hanv a stagas Provañsa ouzh ar rouantelezh a Frañs er bloaz pevarzek-kant chwec'h ha pevar-ugent.

1732
Référence : GReg pg annexer (Le Roi Charles VIII. annexa la Provence à la Couronne, en 1486.)

stagañ ouzh

1732
Référence : GReg pg accrocher, annexer, appendre, attacher (attacher à quelque chose)

neb zo stag e deod ouzh e vouzelloù

1732
Référence : GReg pg begue (qui begaïe en parlant)

stagañ plakardoù er plasennoù

1732
Référence : GReg pg afficher

staget

1732
Référence : GReg pg accrocher, attribuer, établir (fixer)

staget ouzh

1732
Référence : GReg pg annexer, appendre

stagañ ar c'hezeg

1732
Référence : GReg pg harnacher (Harnacher les chevaux pour tirer.)

meur a faver a zo staget betouc'h ar garg-hont

1732
Référence : GReg pg attribuer (on a attribué plusieurs privileges à cette charge)

stagiñ an oc'hen

1732
Référence : GReg pg atteler

staget an ejened

1732
Référence : GReg pg atteler

stagiñ an oc'hen

1732
Référence : GReg pg atteler

stagiñ an ejon

1732
Référence : GReg pg atteler

Ur gidell ned eo ket staget mad oc'h ar peulioù.

1732
Référence : GReg pg guideau (Un guideau mal attaché.)

Ur gidell ned eo ket staget mat oc'h ar postoù.

1732
Référence : GReg pg guideau (Un guideau mal attaché.)

stagañ ouzh ar groaz

1732
Référence : GReg pg crucifier

nep zo stag e groc'hen oc'h e gein

1732
Référence : GReg pg chiche (qui craint de dépenser)

en em stagañ ouzh

1732
Référence : GReg pg attacher (s'attacher à, se joindre à)

en em staget ouzh

1732
Référence : GReg pg attacher

stagañ an ejened

1732
Référence : GReg pg atteler (atteler des boeufs)

stagañ an oc'hen

1732
Référence : GReg pg atteler

staget an oc'hen

1732
Référence : GReg pg atteler

stagañ

1732
Référence : GReg pg attacher (lier), pg abbecher, affecter, attribuer (donner quelque chose à un autre, soit réellement, soit par la pensée), établir (fixer)

stagiñ

1732
Référence : GReg pg attacher

stagiñ doc'h

1732
Référence : GReg pg attacher (attacher à quelque chose)

stagañ ar faout

1732
Référence : GReg pg attacher (attacher les bestiaux dans l'étable, ou, aux champs pour paître)

staget er faoud

1732
Référence : GReg pg attachement, attacher (attacher les bestiaux dans l'étable, ou, aux champs pour paître)

stagiñ er faoud

1732
Référence : GReg pg attacher (attacher des bestiaux dans l'étable, ou, aux champs pour paître)

Stagit ur c'hloc'hig oud [ouzh] he c'houzoug.

1850
Référence : GON.II pg klôc'hik (Attachez-lui une sonnette au cou).

Ha staget hoc'h eus-hu ar c'hrom ?

1850
Référence : GON.II pg gromm (avez-vous attaché la gourmette ?)

stagañ

1850
Référence : GON.II pg staga

staget

1850
Référence : GON.II pg staga

stagit ar c'hi

1850
Référence : GON.II pg staga

Eno, ganto raktal kuzul a zigoras ; / Hag ar priñs d'an tri all diwar-benn ar re vras, / Diwar-benn ar poanioù a stag outo bemdez, / Lavaras meur a dra.

1867
Référence : MGK p79

An tammig prezeg-mañ, displeget gant furnezh, a voe tost da stagañ, a-zispilh ouzh an drez, pennad ar goulm skañvbenn, hag anez ma oa hedro, anez ma he doa c'hoant mont da welet ar vro, ne vije ket aet diouzh ar gêr.

1867
Référence : MGK p18

Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.

1867
Référence : MGK p11

Petra 'n dra-se, emezañ ? - Netra ! Ur gignadenn, diouzh ar c'holier am stag en deiz ouzh va chadenn

1867
Référence : MGK p9

Furnezh, skiant ha labour a ziskouez euzh kalon ; / Hag ar galon atav, gant merc'h fur da gentañ, / Ned aio birviken, mar gell, d'en em stagañ / Ouzh rokedenn reuget diouzh drez an hentchou don.

1867
Référence : MGK p58

An aer a stag gantañ [an tamm dir] o krediñ e grignat.

1867
Référence : MGK p72

Stagañ a reont, 'maint o tibriñ, / Pa c'hwigour 'n nor o tigeriñ.

1867
Référence : MGK p128

P’edont o tispartiañ an eil diouc’h egile, daeloù puilh a rede eus o daoulagad o-daou ; en em staget [e] oant an eil ouc’h egile.

1877
Référence : EKG.I. p.54

Pa welas ar re-mañ n’oa er c’hogn-se nemet ur manac’h mac’hagnet, unan anezho, ur paotrig yaouank ha n’en doa ket c’hoazh ur varvenn war stal ar mec’hi, hen treuzas gant un taol baionetez ken don ha ken didruez ma her stagas ouc’h an nor…

1877
Référence : EKG.I. p.41

War-zu ar vag vras-se e teue bagoù eus a gement porzh-mor bihan a oa en aod. Taoler a raent o heor en-dro dezhi, evit chom en he c’hichen ; ar re vihanañ en em stage outi.

1877
Référence : EKG.I. p.98

Mammoù kristen a Vreizh-Izel, pa rank ho mab mont da soudard, ha ne stagit-hu ket dezhañ war e galon, me[d]alenn Santez Anna, patronez hor bro ?

1878
Référence : EKG.II p.196

Ha dioc’htu e voe staget, gant ur chadenn hag ur potailh-houarn, e zaouarn a-dreñv e gein, da Baol Inizan.

1878
Référence : EKG.II p.68

Ni a ya da stagañ ar riblennad lian du war beg tour Berven ; gwelloc’h e vije bet ganeomp, e gwirionez, stagañ banniel gwenn hor roue.

1878
Référence : EKG.II p.108

Petra da ober ? He distagañ a ris dioc’h va divskoaz evit he stagañ ouc’h va gouriz hag he lezer a-ispilh.

1878
Référence : EKG.II p.139

stagañ d'al labour

1909
Référence : BROU p. 423 (se mettre à l'ouvrage)

Hag e stagas Kadra : « E kave deomp ez poa hon dilezet. »

1923
Référence : SKET p.107

Ha bremañ, kaset da benn al levr kentañ am boa lakaet dindan gwarez Dis Atir hag o vont da stagañ gant an eil levr gouestlet da Deutatis, ma teuin ennañ da zanevell an ermaeziadegoù hag an trec’hadegoù-brezel, e pedan ar Gadarned hag ar C’hadarnezed o deus va c’halonekaet hag ez an da ziskuilhañ ar poelladoù, an uheloberioù hag an emgannoù anezho, ma sklaerafent va spered, ma nevesafent va eñvorioù, ma kreñvafent ennon va holl c’halloudezhioù, evit ma vo va labour barrek dezho, evit ma tihuno e kalon nep hel lenno ar garantez ouzh ar Ouenn gadarn ha kaer ha glan dreist ar re-all hag ar c’hoant d’en em reiñ dezhi ha da suraat da viken ar vuhez anezhi dre heuliañ o uhelskouerioù ha dre gerzhout war o roudoù.

1923
Référence : SKET p.82

Goude, e stage an doue hag an doueez gant o c’hentelioù.

1923
Référence : SKET p.62

O kemerout, goude-se, daou gorn ejen [banek], dre stagañ outo a-dreuz daou bezh prenn ma stennas warno pennadoù bouzelloù, ec’h oberias ar gentañ telenn, henañ"krotta" a voe.

1923
Référence : SKET p.54

Gant ar Gelted, an hañv, kemeret ez strizh, a oa anezhañ tri miz, Mae, Mezheven, Gouere. Kemeret ez ledan, e staged outañ tri miz all : Eost, Gwengolo, Here.

1923
Référence : SKET p.23

Ha, da stagañ ganti, setu petra a lavar kanenn beleien ar Senoned (1), deut dezho eus an amzerioù pellañ, diouzh m’hen disklêriont hag evel m’hen diskouez anat ar yezh end-eeun m’eo bet savet enni : « Gouenn ar Gelted, un doue eo he c’hrouas [...]».

1923
Référence : SKET p.33

An navet nozvezh a viz Mediosamonios (1), d’ar sav-heol, an navet bloavezh goude din distreiñ eus broioù ar C’hreisteiz, Kissiambos (2) ha pennoù an Aulerked o vezañ klevet va dezo ha kavet mat anezhañ, em eus graet ar roadoù sakr ha sevenet al lidoù dleet, ha staget da skrivañ em domani Blatomagos, e bro an Aulerked (3).

1923
Référence : SKET p.23

Bremañ e stagin da zibunañ hiroc’h kudennad an divroadegoù, donedigezh ha diazezidigezh ar seizh strollad war aod ar Goularz hag e bro an Teir Stêr.

1923
Référence : SKET p.87

kregiñ gant ur ganadenn, stagañ gant —, boulc’hañ ur —,

1923
Référence : SKET p.166, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Commencer à exécuter un chant".

Faezhet e voe al Luged hudur, a ra anezho an henzanevelloù « pourvezerien-sklaved pouioù ar C’hreisteiz (pagi dexavi) » hag, evit embann skouer, e stagas mibien Vanos ouzh ar groaz an holl wazed eus ar vroad-se a gemerjont da brizonidi.

1923
Référence : SKET p.140

Ur gozh kastolorenn doull a oa war ar bern teil. — Stagomp anezhi dezhañ ouzh e lost ! eme Bilzig.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1029 (Gouere-Eost 1924)

— Ha penaos pleustriñ war nerzhañ ar mennerezh ? » eme ar paotr. Vissurix a eilgerias : « A zo mat da ober, stag ganti ! Ac’h eus mennet da ober, her gra ! A zo bet boulc’het ganez, her c’has da benn ! [...] ».

1924
Référence : SKET.II p.31

Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.

1925
Référence : BILZ2 p.105

War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.

1929
Référence : SVBV p8

va re-me) a yeas en dro ken na zifindaone ! Eur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouz va fenn ha bec'h ivez d'ezi, da gas ar c'hig sall hag ar bara kras da stanka he genou d'am bouzellenn vras!

1929
Référence : SVBV p9

stagañ gant

1931
Référence : VALL pg aborder (un travail)

da stagañ

1931
Référence : VALL pg addenda

en em stagañ ouzh

1931
Référence : VALL pg (s')attacher (à)

kent stagañ

1931
Référence : VALL pg avant

stagañ

1931
Référence : VALL pg amarrer, appliquer, attacher, atteler (des boeufs)

stagañ ur skritell

1931
Référence : VALL pg afficher

a-barzh stagañ

1931
Référence : VALL pg avant

stagañ ganti

1931
Référence : VALL pg (mettre à la) besogne

stagañ ouzh

1931
Référence : VALL pg accoler (à), adapter (sur), adhérer, adjoindre (à), ajouter, annexer (rattacher à), apposer, assujettir (fixer), attribuer

— « Ha gwelloc’h en deus kavet Herri en em veuziñ eget en em stagañ ouzh ar groug : aesoc’h e oa dezhañ… » — « …Ken sempl ma oa dezhañ ! »

1944
Référence : ATST p.86

Ha da gaout an ostizez, a reas un dodilhon spontus, pa stagas mamm da zivrudañ he c'hambr dezhi.

1944
Référence : EURW.1 p.136

Stagañ ’ris war al labour, hag en nebeut amzer am boa savet « Ar Bourc’hiz lorc’hus », en tri arvest, kontadenn un aotrou divrezhonek, dezhañ ur verc’h da zimeziñ, hag a gav gwell he reiñ d’un estren pinvidik eget d’un amezeg breizhat.

1944
Référence : EURW.1 p.99

Diouzh o zu, ma mistri a esaeas a bep seurt evit doñvaat ar paotr gouez e oan, an Aotrou Iwan ar Bezvoed dreist-holl, a stagas ouzhin hag a reas e wellañ da'm lakaat d'en em blijout.

1944
Référence : EURW.1 p39

Pa gase gantañ ma mamm ha me e veze staget ur marc'h feurmet ouzh an « tilbury », hag en hent.

1944
Référence : EURW.1 p28

Stagañ a reas gant ar binvioù, tommañ a reas ouzh ar savadurezh kezeg, saout, deñved, ha pa dennas d'ar bilhed e 1858, ne oa ket kalz gwelloc'h gwazed egetañ e kanton Uhelgoad.

1944
Référence : EURW.1 p10

Stagañ ‘ris kalonek war al labour nevez-se.

1944
Référence : EURW.1 p.209

Gwell [sic, "gwall"] hir e kaven-me he fri sparfell, ha bez' oa en he fenn daoulagad damc'hlas evel pa vijent bet dislivet dre skuilh daeroù, rak diwar an disterañ digarez hag alies hep tanfoeltr abeg ebet, e stage da leñvañ druz.

1954
Référence : VAZA p.11-12

"Poent ha tremen poent eo deoc'h stagañ da skrivañ hoc'h envorennoù [sic, eñvorennoù]", eme renerien Al Liamm, Ronan Huon ha Per Denez.

1954
Référence : VAZA p.5

Me hoc'h asped, o person mat, / Da brederiañ fur hag ervat / A-barzh da viken 'n em stagañ / Ouzh ar re fall ' venn hon tagañ.

1960
Référence : PETO p19

Pa ne ganont ket, marteze pa ne vez kaner ebet awenet a-walc'h, e stag koulskoude alies an dipoyerien da reiñ an ton gant un doare mouskan, pe gentoc'h ur seurt termadeg.

1985
Référence : DGBD p35

Ha pa oa bet staget da adsevel ar chantele adal ar bloavezhioù 1240 ne oa ket tost e vefe bet distrujet an holl savadur kozh !

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 23

"Keti Sec'htaridi a oa kelennerez din er skol kentañ-derez Nnn 1 en Egaleo," emezi deomp kent stagañ da ouelañ en-dro.

2015
Référence : EHPEA p15

Selaou a ran anezhañ hep lavarout tra rak gouzout a ran n'eo nemet un digoradur kent stagañ a-zevri ganti.

2015
Référence : EHPEA p73

Tuioù mat an dachenn : kognoù, lec'hioù da stagañ ur giton ha peseurt ment a vo da hemañ, peulioù ha kaelioù d'en em chadenniñ oute, burevioù da zerc'hel a-raok re all -peogwir int arouezius, pouezus e-barzh mont en-dro al lec'h peotramant peogwir e vez renket teuliadoù prevez enne ha ne blijo ket d'hoc'h enebourien gouzout emaoc'h e[-]kichen...- [...]

2015
Référence : DISENT p75

An teknikoù kinniget da heul n'int ket graet evit kemer plas binvioù evel chadennoù, armlocks -korzennoù houarnaj e-lec'h ma lakaer e zivrec'h- pe necklocks -kadranas moto e stumm un U hag e vez staget en-dro d'ar gouzoug-.

2015
Référence : DISENT p93

Arabat disoñjal an traoù a servijo deoc'h da vezañ gwelet ha komprenet : traktoù da reiñ d'an dud, gitonoù da stagañ ouzh ar prenester pe ouzh ar c'haelioù.

2015
Référence : DISENT p86

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux