staget
Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.
An navet nozvezh a viz Mediosamonios (1), d’ar sav-heol, an navet bloavezh goude din distreiñ eus broioù ar C’hreisteiz, Kissiambos (2) ha pennoù an Aulerked o vezañ klevet va dezo ha kavet mat anezhañ, em eus graet ar roadoù sakr ha sevenet al lidoù dleet, ha staget da skrivañ em domani Blatomagos, e bro an Aulerked (3).
Ha bremañ, kaset da benn al levr kentañ am boa lakaet dindan gwarez Dis Atir hag o vont da stagañ gant an eil levr gouestlet da Deutatis, ma teuin ennañ da zanevell an ermaeziadegoù hag an trec’hadegoù-brezel, e pedan ar Gadarned hag ar C’hadarnezed o deus va c’halonekaet hag ez an da ziskuilhañ ar poelladoù, an uheloberioù hag an emgannoù anezho, ma sklaerafent va spered, ma nevesafent va eñvorioù, ma kreñvafent ennon va holl c’halloudezhioù, evit ma vo va labour barrek dezho, evit ma tihuno e kalon nep hel lenno ar garantez ouzh ar Ouenn gadarn ha kaer ha glan dreist ar re-all hag ar c’hoant d’en em reiñ dezhi ha da suraat da viken ar vuhez anezhi dre heuliañ o uhelskouerioù ha dre gerzhout war o roudoù.
Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.
War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.
— « Ha gwelloc’h en deus kavet Herri en em veuziñ eget en em stagañ ouzh ar groug : aesoc’h e oa dezhañ… » — « …Ken sempl ma oa dezhañ ! »
Pa ne ganont ket, marteze pa ne vez kaner ebet awenet a-walc'h, e stag koulskoude alies an dipoyerien da reiñ an ton gant un doare mouskan, pe gentoc'h ur seurt termadeg.
Ha pa oa bet staget da adsevel ar chantele adal ar bloavezhioù 1240 ne oa ket tost e vefe bet distrujet an holl savadur kozh !
Tuioù mat an dachenn : kognoù, lec'hioù da stagañ ur giton ha peseurt ment a vo da hemañ, peulioù ha kaelioù d'en em chadenniñ oute, burevioù da zerc'hel a-raok re all -peogwir int arouezius, pouezus e-barzh mont en-dro al lec'h peotramant peogwir e vez renket teuliadoù prevez enne ha ne blijo ket d'hoc'h enebourien gouzout emaoc'h e[-]kichen...- [...]
An teknikoù kinniget da heul n'int ket graet evit kemer plas binvioù evel chadennoù, armlocks -korzennoù houarnaj e-lec'h ma lakaer e zivrec'h- pe necklocks -kadranas moto e stumm un U hag e vez staget en-dro d'ar gouzoug-.
Arabat disoñjal an traoù a servijo deoc'h da vezañ gwelet ha komprenet : traktoù da reiñ d'an dud, gitonoù da stagañ ouzh ar prenester pe ouzh ar c'haelioù.
Selaou a ran anezhañ hep lavarout tra rak gouzout a ran n'eo nemet un digoradur kent stagañ a-zevri ganti.
"Keti Sec'htaridi a oa kelennerez din er skol kentañ-derez Nnn 1 en Egaleo," emezi deomp kent stagañ da ouelañ en-dro.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
stagañ