distaget
N'helled ket skrivañ da skouer Heutsn e-lec'h Hudson e sigur ma vez distaget evel-se gant an Amerikaned ; an eeunañ eo kemer an anvioù evel ma vezont skrivet er vro, ouzh o eeunañ hervez ijin ar brezhoneg, o lakaat da skouer a-wechoù K e-lec'h C ; OU e-lec'h U ; C'h e-lec'h CH pe Kh rusianek, hag e-lec'h Gh pe Rh arabek : Kotentin -hogen Calais, dre ma rankfed skrivañ Kalaez-, Seine, La Ciotat, Chile, Norge -ha Norvegia, stumm etrevroadel-, Suomi -ha Finland, stumm etrevroadel-, Schelde -an Escaut e galleg, a red e Flandrez dreist-holl-, C'harkov, Astrac'han, C'hadames.
Dont a rae a-wechoù, hag ur ral e veze, pennadoù galleg saout gant an hini-gozh, evel skouer « il a frigassé son pied » (friket eo bet e droad), pe « un pitit morçon du pain », hogen biskoazh em buhez n'am eus klevet digant he fried nemet ur ger galle[k], hag eñ distaget fall : ar mor Atélantik, emezañ.
Mizioù ’oa, e oan bet heget gantañ un dro bennak er stumm-mañ : « Gout’ ouzout, emezañ, piv eo Mozart, Haydn, Grieg, Rubinstein, Weber hag an holl vandenn, pelec’h int deut er bed, gant piv ’oant dimezet ha gant piv ne oant ket, ha zoken ar gerioù distaget ganto kent leuskel o bramm diwezhañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
distagidigezh