Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Ere. War e gein e oa ur vantell ereet war e dra gant ur stag. HS. kevre, liamm, stagell. 2. Ent strizh Ere a stager ar chatal gantañ. Lakaat ar stag àr ur vuoc'h. & Bezañ ouzh ar stag : bezañ ereet ouzh ur stag en ur c'hraou. [1878] [...] Polidor, ki-chase bras an Aotrou Borgne de la Tour, [...] ne rae nemet harzhal ouc’h e stag. 3. Trl. (db. an dud) Sailhañ gant e stag : kaout ur gaouad fulor taer. Hennezh en doa sailhet gant e stag ! II. 1. Emgann. Un tamm stag a oa bet etre ar baotred-se. DHS. bec'h, sach. & Trl. Ar stag bras : ar brezel. 2. Trl. skeud. (db. an dud) Lezel ar stag gant ub. : lezel frankiz gantañ. & Ne dorrfen ket ma stag evit an dra-se : ned afen ket d'ober follentezioù evit kaout an dra-se.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

stagoù saout

1732
Daveenn : GReg pg attache

stag freilh

1732
Daveenn : GReg pg fleau (Le lien qui lie le manche & la gaule du fléau.)

stag

1732
Daveenn : GReg pg attache (lien qui joint deux choses ensemble)

stagoù

1732
Daveenn : GReg pg attache

stag saout

1732
Daveenn : GReg pg attache (attache, pour attacher les bestiaux à l'étable, ou, aux champs)

stag

1850
Daveenn : GON.II pg stâg, stagel

stagoù

1850
Daveenn : GON.II pg stâg

n'eo ket kreñv a-walc'h ar stag-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg stâg

Hag eñ kuit ac’hano da Gerc’hoenner, da zistagañ Polidor, ki-chase bras an Aotrou Borgne de la Tour, perc’henn maner Keraouell, a yoa e Kerc’hoenner abaoe m’oa aet e vestr d’ar prizon, ha ne rae nemet harzhal ouc’h e stag.

1878
Daveenn : EKG.II p.26-27

stagoù Sadorn

1909
Daveenn : BROU p. 422 (couture mal faite ; le samedi on est pressé)

stag

1909
Daveenn : BROU p. 422 (attache. Signifie aussi point de couture)

Grit ur stag da'm sae

1909
Daveenn : BROU p. 422 (attache. Signifie aussi point de couture)

stag

1909
Daveenn : BROU p. 422 (attache. Aussi le cercle qu'une bête attachée peut parcourir)

peuret mat en deus e stag

1909
Daveenn : BROU p. 422 (attache. Aussi le cercle qu'une bête attachée peut parcourir)

stag

1931
Daveenn : VALL pg adhérence, amarre, attache, brelan

kanol stag

1931
Daveenn : VALL pg artillerie

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial