Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. A. V.k.e. Stagañ udb. a-nevez. Adstaget em eus ar c'hi. B. V.k.d. 1. ADSTAGAÑ GANT UDB. : adkregiñ da ober udb. Adstagañ a reas gant e hent. [1924] Vindosetlos a adstagas gant e verdeadenn. 2. (db. ar c'hoantoù) ADSTAGAÑ WAR UB. : pegañ a-nevez ennañ. Ma adstag warnon ar c'hoant da zislonkañ. II. (dirak un av. degaset gant an araogenn "da") Adkregiñ. Adstagañ a reas ar galon da lammat. [1955] [...] ha d’an diwezh, seul vui ma ’z ae e gribenn war izelaat e plegas d’adstagañ da zeskiñ ar galleg hag e penn kentañ distagadur ar vogalennoù u, é, e hag all, ha dreist-holl ar sonennoù-fri on, an, in, un, n’eus ket anezho e Rusianeg. & Ent krenn. Adstagañ : adkregiñ da gomz. Ar wreg a adstagas.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

E strad an draonienn ledanaet e tav tousmac’h an dourioù hag ec’h adstager gant ur c’han-dour sioul.

1924
Daveenn : SKET.II p.49

Vindosetlos a adstagas gant e verdeadenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.57

Gant mil ha mil boan, ha c’hoazh goude bezañ harpet gant va gwreg, e teuis a-benn da lakaat va Yuzev lorc’hus da grediñ ne rae ket ar Barisianed [Barizianed ] a-zoare gant trefoedach ar c’hwiblaerien, ha d’an diwezh, seul vui ma ’z ae e gribenn war izelaat e plegas d’adstagañ da zeskiñ ar galleg hag e penn kentañ distagadur ar vogalennoù u, é, e hag all, ha dreist-holl ar sonennoù-fri on, an, in, un, n’eus ket anezho e Rusianeg.

1955
Daveenn : VBRU p.63

Ofis publik ar brezhoneg