Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.
Da zibenn 1871, kamp Conlie a voe stlabezet, ha ma zad, c'hoant dezhañ brezeliñ hag ober un dra bennak a dalvoudus [sic, dalvoudegezh], a yeas gant e gompagnunezh da ginnig e servijoù d'ar jeneral Cathelineau, a oa o kemenn en Añje war ur c'horf savet gantañ, e anv « Les Volontaires de Cathelineau », stag ouzh arme al Loire.
Al liver kozh a zigoras dor e sal-labour hag e welis eno war chafodoù, pe stag ouzh ar murioù, [a] bep seurt taolennoù bras ha bihan, unan dreist ar re all a skoas don war ma spered, unan hag a oa ledan evel div liñsel-wele, ha ma weled warni ur beajour o tistreiñ d’ar gêr da noz, e vlev pufet, e dog en e zorn gantañ, hag a bep tu d’an hent, e oa pleget ar gwez gant ar gorvetenn a c’hwezhe start.
Kempennet en devoa e kambr al laezh ur seurt chapelig gant skeudennoù sant Erwan, sant Tual ha sant Jozeb, patrom ar barrez, treset ha livet war ar mogerioù gwenn-raz gant brudetañ arzour ar c'horn-bro, Mabig ar Remon, skarzher[-]seminaloù (ur c'hwil all, pa lavaran, itrik e-leizh ennañ [ ) ], hag a-us d'an aoter - ur c'hozh laouer-doaz - e oa stag ar C'hrist bragezennet emaon o paouez komz dioutañ.
War-hed un div lev bennak, adalek an ti-hent-houarn-se bete Landreger, bez’ e oa a bep tu d’an hent bagadoù paotred ha merc’hed o c’hortoz ar c’hozh kanfard, hag i o sutal, oc’h ober an hu outañ, o kanañ dezhañ e begement daoust d’ar prefed, en desped d’an archerien o trotal e[n]-dro d’e garr brav gant daou varc’h gwenn stag outañ, rak dre amañ ne veze ket gwall stank ar c’hirri dre dan er mare-se.
Evit ar pezh a selle ouzh martoloded an div skouadrenn, blejal a rejont e Cherbourg koulz ha biskoazh Hurraaaah !... Vive la Russiiiiiie ! … ha Vive la Frrrannnce ! ken na teue staon ha korzailhenn da vezañ ken kras hag oaled an ifern, rak bep tro ma c’hoarveze d’ar c’hwiled-mañ bezañ a-gevret n’eus forzh pelec’h, ha forzh pegeit amzer, a-greiz-kalon e roent da grediñ ne oa ket stag an eil bro ouzh eben gant ereoù plouz kerc’h.
Unan eus va zud, Yann Gavijilli, hervez ma veze graet dioutañ, ur gwasteller dizimez anezhañ, a oa un den mat ar stal gantañ, ha ne oa ket stag e groc’hen ouzh e gein.
Ya, ya, met hep gouzout din edo er mare-se end-eeun va zonkadur o skoulmañ evidon e Brest un nask hag a chomje stag da viken.
Feurmiñ a rae Soaz Sapeur an ti bihan a zo e traoñ Krec’h Elies [Eliez] gant an dachennig stag outañ, ha pegement, a gred deoc’h, he deveze da gaout da C’hourmikel ?
Ken stag on ouzh ar frankiz ma ne gav ket din e c'hellfen en em zispakañ penn da benn e diabarzh an arme
Pevar den gwenn emaomp er veaj-mañ : an tri douarour nevez, hag ar mestr-douarour V. Hourcq hag a zo da vezañ hor blenier a-hed an droiad-mañ ; kalz dougerien hor bo ezhomm ivez evit stlejañ hor sammoù, setu ma 'z eus ivez div vag pilprenn stag ouzh hor pinasenn dre dan.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
stag