I.
A. Ere.
Diskoulmañ stagelloù e votoù.
DHS. kevre, liamm, stag.
HS. las.
B.
1. (db. loened zo)
Stroll neudennoù a vez gant kregin zo a dalvez dezho da chom stag ouz ar c'herreg.
Stagelloù ar meskl.
2. KORF.
Stagell an teod : kroc'henenn zo dindan an teod hag a stag hemañ ouzh ar genoù.
&
Stagell ar fri : ar pezh a zisrann kavenn ar fri etre daou.
C. YEZHAD.
Ger a dalvez d'eren daou c'her, daou strollad gerioù pe div lavarenn.
Ur stagell genurzhiañ. Ur stagell isurzhiañ.
II.
Dre skeud.
Ere a zalc'h un den stag ouzh ub., udb.
Mervel a reomp gant ur stagell ouzh ar pezh hon eus karet er bed-mañ.