Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. H.g. Doare distagañ ar soniadoù zo boaziet gant ub., gant ur stroll tud. Distagadur ar brezhoneg. Diazez an distagadur. Ne glot ket atav an distagadur gant ar reizhskrivadur. DHS. distilh. 2. G. Doare ma tistag ub. ar soniad-mañ-soniad, ar soniadoù, enebet ouzh an doare boasañ. N'en deus ket un distagadur reizh. [1954] Netra n’ho pije bet da damall d’e zistagadur, ha tremen a rae hep lavarout donc ha déjà da bep eil ger evel ma rae an darn vuiañ eus e genvroidi, ha zoken ar re zesket-tre.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

distagadur

1931
Daveenn : VALL pg articulation (action d'articuler des mots)

Er mare-se e komzen mat a-walc’h ar spagnoleg ; ne douin ket ne oa netra da damall d’am distagadur, met da vihanañ ne chomen ket berr gant ar gerioù, ha dre-se galvet e voen da jubennour Thierry gozh.

1954
Daveenn : VAZA p.99

Netra n’ho pije bet da damall d’e zistagadur, ha tremen a rae hep lavarout donc ha déjà da bep eil ger evel ma rae an darn vuiañ eus e genvroidi, ha zoken ar re zesket-tre.

1954
Daveenn : VAZA p.162

Ofis publik ar brezhoneg