1. Arsav. Ne va biken distag ebet d'e eürusted.
Trl. Reiñ e zistag da ub. : e zizarbenn.
HS. ehan, paouez.
2. Dre ast. Dibenn.
Ne vo distag ebet d'al labourioù.
Ar plijadurezhioù fall o deus un distag c'hwerv.
HS. diwezh, fin
Kaout (an) distag eus udb. : bezañ divec'hiet anezhañ. Dre nerzh al louzoù-se em boe distag eus an derzhienn.
3. Advlaz. Un distag fall zo gant ar gwin.
Ar gwin-mañ en deus un distag eus ar c'hentañ.
4. Trl.
Bezañ start war an distag : bezañ pizh.