Heñvel ouzh gofed o brec’h nerzhek, e skoont hep skuizhañ gant ar goaf hag ar c’hleze ; e tiskogellont, e tiskaront strolladoù an enebour ; o distrobañ a reont, un tremen ledan ha gwadek a zigoront a-dreuz d’ar renkadoù anezho ; pulluc’hañ a reont o difennoù, o c’hreñvlec’hioù, kement harz o devoa savet outo war an hent.
O ! un tremen didrouz kaer eo, ne ve ket disheñvel an abardaez-se diouzh an abardaevezhioù all panave e tilestran henozh, hag an darn vrasañ eus an dreizhidi a chom c'hoazh er bourzh a zo da vat, d'an eur-se, oc'h ober o c'housk-aez.