Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. G. 1. Pezh a soñjer, a lavarer d'ub., diwar-benn ur c'hraf bnk. evit e aliañ. Goulenn ali ub., ( e) ali ouzh, digant ub. Ober diouzh ali ub. HS. soñj. Dre heveleb. Alier. Un ali fall a zen out ! REIÑ E ALI D'UB. : lavaret e soñj dezhañ. 2. Kuzul a roer da ub. diwar-benn ar pezh a vefe mat dezhañ ober pe chom hep ober. Un ali mat, fur, fall. Ur gwall ali. Goulenn, kaout ali(où) ouzh, digant ub. HS. kelenn (2), kentel. Trl. Ober udb. dre, war, diwar ali ub. : diouzh e ali. II. Doar. Trl. Bezañ ali gant ub. : sevel a-du gantañ. Ali on ganit. Bezañ ali da aber udb. : bezañ a-du d'e ober.

Exemples historiques : 
17
Masquer la liste des exemples

Pep den kozh a dlefe reiñ alioù mat.

1850
Référence : GON.II p.64

Setu alioù mat.

1850
Référence : GON.II pg ali (Voilà de bonnes exhortations).

Deuet on da c'houlenn ali diwar-benn an dra-se.

1850
Référence : GON.II pg ali (Je suis venu demander avis, conseil là-dessus).

Ali

1850
Référence : GON.II pg ali (Avis. Avertissement. Conseil. Exhortation. Persuasion) + pg 16, livre premier (avis).

Alioù

1850
Référence : GON.II pg ali (Pl.) + pg 16, livre premier, (des avis).

Pep hini a roas e ali din, ha n'en em gavas ket daou anezho heñvel.

1850
Référence : GON.II p.77

Heuilh a ranke e pep giz hag e pep tra ali ar c’houarnamant, mat pe fall, evel ma vije e vije.

1877
Référence : EKG.I. p.4

‘Barzh ar Groaz neve[z] na gavfet nemet ho prasañ mad : Alioù kristen evit lâret dac’h petra vo ar gwellañ d’ober ; keloioù deus pevar c’horn ar vro ; buhe[zi]o[ù] ha gwerzio[ù] ar Sent da sevel ho kalon war-zu Doue ; kuzulio[ù] ha kelenno[ù] war al labour-douar ; hag, evit diduañ an amzer, sonio[ù] ha marvailho[ù] deus ar re fentusa[ñ].

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Mard eo mat an holl alioù, an Arouezvarz a skrivo d'ar geder emañ e c'houlenn en hent mat, hag eo mat dezhan dont d'ar Gorsedd digor dre m'eo 'gozik asur da dremen Awenez.

1909
Référence : REZI p. 12

Gant grad-vat an doueed ha war ali an dud-veur aet da anaon, em eus dastumet ar bugenoù ha skrivet an danevelloù warno, er seizhvet bloavezh eus renadur ar roue Ainorix, mab Dovideros, e keoded sakr Andematunnon.

1923
Référence : SKET p.11

— Gra deomp bremañ ur c’hoari all ! a lavare Madelen. Alies e teue bugale an amezeien da c’hoari gante, ha pep hini a roe e ali. — Bia bia bia la ! — Nann ! nann !… ar galafeterenn ! — Al logodennig ! a lavare unan all. — Alo ! eme Bilzig : Bia bia bia la… Lak[a]it amañ war an daol pep hini e viz-yod en e sav.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.842 (Miz C'hwevrer 1924)

Heuilh va ali : pren, ur wech an amzer, ul levr bennak ; lenn, lenn, tre ma c’halli ; da empenn a labouro, astenn a raio e nerzh hag e c’halloud.

1925
Référence : BILZ2 p.169

Paotred ha merc’hed holl int en em unanet en ti Jaketa, c’hoar Erwan, hag eno, goude ali ha kuzul, e oa bet kemennet da bep hini klask tu pe du da waskañ Janedig, da flastrañ al lorc’h a oa enni. Met penaos, penaos ?…

1925
Référence : BILZ2 p.155

Penaos dislavarout alioù ken fur, roet gant ur gristenez santel ?

1944
Référence : EURW.1 p.210

-"Ali e vefen deoc'h ho taou", emezi, "chom da gousket amañ betek warc'hoazh, ha me 'zeuio d'ho kerc'hat, rak ma zi a zo pell".

1944
Référence : EURW.1 p.151

Ali e vijen dit da chom amañ ganin e Karnoet da beurgas da benn da studi Reizh.

1944
Référence : EURW.1 p.209

-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.

1944
Référence : EURW.1 p.207

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux