Ploveur zo anv ar barrez gentidik a zo deuet da vezañ ar gumun a anavezer hiriv an deiz. An termen kentañ a ya d'ober an anv a zo Plou(ev), en e stumm krennaet Plo-, hag a dalvez evit anval an elfenn diazez e aozadur ar Vrezhoned gentañ en em gavet er vro. Diwar ar ger latin Plebs, "pobl" e teu an termen-se. Tabut a zo war e ster koulskoude : evit darn eo kentoc'h da welet e-giz ur gumuniezh o vodañ kristenien p'eo ur vodadeg tud hepken hervez darn all. Ar ger Plou(ev) a laka an anv-gwan Meur a zo war e lerc'h da vlotaat. Ha ken kreñv eo an taol-mouezh war an eil silabenn diwezhañ ma ne glever ket mui ar gensonenn -v etrevogalenn gant brezhonegerien ar c'horn-bro, pezh a c'hoarvez alies evit ar gensonenn vlotaet-se.