Ofis Publik ar Brezhoneg
Anv savet diwar Gwern, a dalvez kement ha lec'h gleb, geuniek, ma kresk ennañ ar gwez anvet Gwern ivez. D'e heul emañ ar ger Sac'h, a dalvez da zoareañ ul lec'h ma kaver dourioù na redont ket (Gw. Sac'h Kewenn, da skouer). Fatet eo an -n etre an daou c'her, evel ma c'hoarvez alies er ger Gwern pa vez stag ouzh ur ger all a grog gant ur gensonenn. Sed ar pezh a ziskouez ar stumm deuet betek ennomp, evel stumm koshañ kavet an anv, eus penn kentañ ar XVvet Kantved. Gwern+Sac'h > Gwernsac'h > Gwersac'h.