douret
dourañ ur prad
douret
Ar vro douret gant stêrioù Stura ha Dravinna ha bevennet er sav-heol gant mor an Heol, er c’huzh-heol gant mor ar Goularz hag an Albis, setu eta al lodenn-zouar a voe entrevadet gant ar c’hentañ eus ar rummadoù gwirion ; hounnezh eo ar ranndir ma renas Kintus, mab Aedoviros, hag an diskennidi anezhañ, an darnved ma kreskas ha ma reas berzh, e-pad meur a gantved, poblad an Alc’houeder.
Gantañ ha diwezhatoc'h heptañ, em eus ergerzhet an holl vroioù-se, bro "Belovesos" da gentañ, an douar uhelvrud, pinvidik ha frouezhus douret gant ar Bodinkos hag an adstêrioù anezhañ, ar Vinolandon, puilh ennañ an trevadoù mezvus en tu-hont hag e-harz ar menezioù bras erc'hek, e troad an hirziarrozioù koadek ma kantre warno an arzh, ar c'hazh gouez hag ar c'havr, ouzh glann al lennoù-meur glas, sioul ha don o dourioù evel an oabl en devezhioù hañv.
Heuliañ a raent tad-kozh blevek ar c’hoad (da lavarout eo an arzh), war e dro da vela hag e rannent gantañ e breizhadenn ; gedal a raent ar gwiñverig gell o fringal, selaou ouzh kan an evned, ha, d’an noz, da skleur al loar, en em silañ war ribl an dour, da spiañ miled ar c’hoad, kezeg, moc’h, kirvi, tirvi gouez, o tont, a-vagadoù, da zourañ.
Padal, goude studi an enderv, ar breur Alano a voe kemennet dezhañ, war un dro gant un nebeut kloer all, mont d'ar menez, da zourañ, kerkent ha kuzhet an heol, ar gwezigoù pin nevez-plantet, hag a oa o kinnig krazañ gant ar sec'hor.
Me, ma lakaen memes tra un tamm poan da c'hounit legumaj, ha bleunioù, hag ivez ur frouezhenn bennak, ne vezen ket dibaouez, eveltañ, evelto, o c'hwennat, o varrat, o tourañ, pe hepken o sellout ouzh an traoù o kreskiñ.
Dirazañ ez eus ul letonenn a zo bet plantet roz en he c'hreiz, reoù a bep seurt hag a bep seurt liv. Ul liorzher a zo o tourañ ar roz. Pa glev ar sonerez e tosta da zigeriñ deomp.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dourañ