"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll !"
Met bep tro e vane war hol lerc’h al lodenn vrasañ eus ar bitailh kinniget dimp, rak gwall zebrerien eo an dud dre ma pellaer war-du an Hanternoz, ha ken digor ha ma veze a-drugarez Doue hor c’halon, ne oamp ket evelkent evit brifañ e berr amzer kemend-all a voued : pesked fresk pe vogedet, dreist-holl eoged saourus-tre, togoù-touseged aozet e pep seurt stumm, frouezh, jiboez ar vro, kilheien-gouez, gouez enezed, kig demm ha zoken kig karv-erc’h, ha me oar !
Dont a ra da soñj din evelkent e veze techet ar grennarded d’ober goap diouzh ar re a zouge an disterañ bouchig barv ouzh o groñch, ha redek a raent war o seulioù en ur vlejal : Bê, bê, bêêê ! evel p’o divije bet d’ober gant girvi.
Dre eurvad e oa e penn ar sal un doare lec’hpred [lec’h-pred] gant bitailh a bep seurt, rak aotre hor beze evelkent da zebriñ ha d’evañ pep hini diouzh e c’hoant : gwestell, pastezioù, keuz, ponsined, vioù, joskenn ha kilhevardon all, sturjed ar stêr Volga, ha kaviar sof-kont ha marc’hadmat [marc’had-mat] a-walc’h, kaviar ruz, melen, louet ha du, ar saourusañ hini diouzh klevout ar re lipous (1).
"Soñjal a rae din ivez", eme ar mevel, mouzhet un tamm ; ha goude, gant ur vouezh all, "Evelkent petra vern pe zorn en deus skrivet ?"