Perak emañ 'l lezenn, / E ve ret da zaou zen / Hag a zo reuzeudik an eil gant egile, / En em gasa gwashoc'h evit ar c'hi ar c'hazh, / Evel fust ha gwalenn / O sachañ a bep tu, noz ha deiz en em lazh ; / Ya, perak m'er goulenn, / Ne c'hellfent ket terriñ pe droc'ha ar skoulm-se, / Bezañ vak anezho hag eürus adarre ?
E skeud an dizunvaniezhoù-se, ar c’hasonioù a voe hadet ganto hag an emstourmadoù a zeuas da heul, en em silas ar varc’hadourien diavaeziad betek e don ar vro, oc’h anavezadenniñ heñtoù ha gwenodennoù, o jedadenniñ penn-kêriou, kreñvlec’hioù, tiez a-skign, o veizadenniñ niver ar vrezelourien, o hoalañ, o vreinañ an darvuiañ eus an uhelidi, eus ar roueed hag ar pennoù, o saotrañ kalon hag ene ar yaouankiz. Hounnezh e voe ar gentañ gwalenn.
gwalenn
gwalenn forc'hek
gwalenn varichal
N’emaon ket e-sell da ganañ ur maronad dre gañv dezho, met n’on ket evit mirout da skrivañ un draig : gwalenn Doue a ranke bezañ war Alfoñs XIII, Karlos II hag e vab Manoël, Abd-el-Aziz, Nikolaz II ha zoken Porfirio Diaz, anez-se e vefe ret krediñ am eus lakaet da dreiñ gwell fall stad renerien ar bed ez eo degouezhet din tostaat outo.
Den e Breizh ne oar kerkoulz[-]all pegen blazet-mat eo ur vananezenn veür pe un aval-anana dare kutuilhet e parkeier Martinika, gant n’ho pefe ket re aon rak an naered tric’hognek pe lunedek, rak daou anv o deus an amprevaned-se, gwalenn ar vro.
Met emañ bremañ an dud o klask tu d’en em zizober diouzh al lazherien-se, ken stank ma’z int deut d’o zro da vezañ ur c’hastiz hag ur walenn.
Berr eo bet gwalenn ar c'hastiz, avat ; hag antronoz vintin n'emañ mui ar vatimant o ruilhal war houlennoù hir ha gorrek mor Biskaya, hogen o lakaat gwagennoù berr ha rust da eonenniñ dirak beg-douar Finisterre, a c'heller gwelout an tornaodoù sonn anezhañ war an tu kleiz, an tu m'emañ va c'hambrig; hag, en ur zigeriñ ar prenestr e c'hellan gwelout rannoù uhelañ Bro-C'halikia hanterguzhet er vogidell.
Pa oan du-hont eta ne oa mui "kleñved ar c'housked" ar walenn a oa bet un ugent pe dregont vloaz a-raok.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gwalenn