Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Str. 1. [1499, 1659] Plouz. Un dornad kolo. Distagañ ar greun diouzh ar c'holo. Ar c'holo a vez graet un hejañ dezho. Ret eo lezel ar c'holo da sec'hañ a-raok o dastum. 2. Ent strizh. Hollad garennoù, korzennoù gwinizh. & Trl. skeud. Dibab ar c'holo diouzh ar greun : dispartiañ an dud fall diouzh an dud vat. 3. Dre ast. Hollad garennoù ha delioù disec'het plant all. Kolo avaloù-douar. II. H.g. 1. Plouz pa seller outo evel un danvez. Un tog kolo. Ur c'holc'hed kolo. Lakaat kolo dindan al loened. [1878] Goude bezañ furgutet dre bevar c’horn an ti, a-dreuz hag a-hed, ez ejont diwar herr d’ar c’hrevier, d’ar grañjoù ha d’ar sanailhoù : klask a rejont e-touez ar foenn hag e-touez ar c’holo [...]. & Kolo-to : kolo (I) hir a veze dibabet gwechall war al leur-zornañ evit teiñ an tiez. Teiñ gant kolo. & Ti-kolo : ti toet gant kolo. & Trl. skeud. Ober muioc'h a deil eget a golo. & Ober kalz a deil gant nebeut a golo : fougasiñ, tennañ lorc'h diwar nebeut a dra. 2. Dre ast. Hollad garennoù ha delioù disec'het plant all, pa seller outo evel un danvez. Àr golo lin emañ dav dimp kousket.

Skouerioù istorel : 
31
Kuzhat roll ar skouerioù

koloenn

1499
Daveenn : LVBCA p118 (vide in plousen, c-est tout vng [fueurre = paille])

kolo

1499
Daveenn : GAVH p17

kolo

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chaume, foaire, coloen

ur briad kolo

1659
Daveenn : LDJM.1 pg brassée de paille

ur vriad kolo

1732
Daveenn : GReg pg brassée (de paille, de bois)

gronnañ foenn pe kolo

1732
Daveenn : GReg pg amasser

ar maen-touch a denn an houarn, hag ar goularz a denn ar c'holo davetañ

1732
Daveenn : GReg pg attirer (l'aimant attire le fer, & l'ambre attire la paille

torchad kolo

1732
Daveenn : GReg pg bouchon (de paille, de foin)

tok kolo

1732
Daveenn : GReg pg chapeau (de paille)

kolo fav

1732
Daveenn : GReg pg (la tige des) feves

likit-eñ da nezañ kolo

1850
Daveenn : GON.II pg néza

n'eus ket a golo er rastell

1850
Daveenn : GON.II pg rastel

tokoù kolo a ra

1850
Daveenn : GON.II pg tôk

Digasit kolo segal din, da lakaat em gwele.

1850
Daveenn : GON.II pg kôlô (apportez-moi de la paille de seigle pour mettre dans mon lit).

klouedennoù kolo

1850
Daveenn : GON.II.HV pg klouéden(-gôlô) (natte. Pl.)

kolo

1850
Daveenn : GON.II pg kôlô (Paille, le tuyau et l'épi des différents grains), plouz

E-mesk ar c'holo em eus e gavet.

1850
Daveenn : GON.II pg é-mesk, émesk (Je l'ai trouvé parmi la paille).

kolo fav

1850
Daveenn : GON.II pg favaz

« Neuze, ne ve klevet kement all a gomzoù / Ne savo diwarno na kolo na pennoù. »

1867
Daveenn : MGK p94

« Ar rastell zo goullo, ar gouzer ned eo sec'h, / It d'ar sanailh hag e dillo, / Roit d'al loened foenn ha kolo. »

1867
Daveenn : MGK p44

N’em eus da reiñ deoc’h da gousket nemet golc’hedoù, kolo enno, na da zibriñ nemet un tamm bara hag amann, hag ur guchenn batatez poazhet en dour.

1877
Daveenn : EKG.I. p.58

En tu pe du, me gred, e kavin frankiz da astenn ur guchenn golo da gousket, rak ne c’hellan ket krediñ o defe ar republikaned diskaret kement ti a yoa e Sant-A[l]bin, hag ouc’hpenn, an disterañ kraou a vezo mat evidon-me.

1877
Daveenn : EKG.I. p.50

War-dro unnek eur e voe gwelet o vont war-zu leandi Sant-A[l]bin, Job Karo, ur bec’h kolo gantañ ouc’h e gein, hag un den all, gwisket eveltañ, an tad manac’h ur bisac’h gantañ war e skoaz, un dorzh vara en ur penn hag ur c’halur da oferennañ er penn all.

1877
Daveenn : EKG.I. p.52-53

Evidomp-ni a zo chomet er mintin-mañ en hor gwele, pe, pa lavarin ar wirionez, e-mesk hor c’holo, abalamour ma ho poa lakaet ac’hanomp en ur c’hraou ken du ha sac’h ur glaouaer.

1877
Daveenn : EKG.I. p.77

E kement ti ma’z aemp, e veze roet deomp ar pezh a yoa a wellañ, hag ar re gozh zoken ne felle ket dezho mont d’o gwele ; gwelloc’h e kavent o reiñ deomp ha mont o-unan war ar c’holo.

1877
Daveenn : EKG.I. p.274

Goude bezañ furgutet dre bevar c’horn an ti, a-dreuz hag a-hed, ez ejont diwar herr d’ar c’hrevier, d’ar grañjoù ha d’ar sanailhoù : klask a rejont e-touez ar foenn hag e-touez ar c’holo : kement a yoa a voe furchet, mes ne voe ket kavet muioc’h er-maez eget en ti.

1878
Daveenn : EKG.II p.69

stummet eo ar bern kolo

1909
Daveenn : BROU p. 425 (pencher)

kolo

1909
Daveenn : BROU p. 410 (paille)

Adsavet e oa bet ar c’haelioù, nevesaet an toennoù kolo pe raoskl, adlivet bannoù ha gouryev an dorioù hag addremmet ar c’hizelladurioù anezho.

1923
Daveenn : SKET p.62

torchad kolo

1931
Daveenn : VALL pg bouchon (de paille etc)

Ul loch kolo a oa ar c'hastell !

1944
Daveenn : EURW.1 p.152

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial