Diouzh ar mintin, en dervezh-se zoken, edo oc’h evañ en e di, gant e ganfarded, gwin laeret diwar-goust e nesañ, oc’h en em veuliñ, oc’h en em bompadiñ n’en doa ket Loull ar Bouc’h e bar war ar beg-douar-mañ, rak ar gwin a lakae ar gwad da sevel d’e benn, hag e galon da c’hwezañ gant an ourgouilh, evel ma c’hwez ar podad laezh lakaet da virviñ war an tan.
An normandenn a gaver war-dro Bro-Roazhon, a zo ur vuoc'h vras, mat evit al laezh, nemet laezh hep kalz a zienn warnañ.
An deiz war-lerc’h da eizh eur e tigoras dirazomp dor vras skol ar fourerien hag an hevelep deiz d’abardaez e oan adarre o krapal war-du Krec’h Eliez, ken mezhek hag ur vatezh yaouank laosket ganti al laezh da zantañ, rak c’hwitet am boa va arnodenn, ha deut e oa e daol da vat gant mab ar c’houer, petra bennak n’en devoa ket tapet e sanktifikat ; gallout a raje ’ta mont bemdez da zigoriñ e c’henou dirak e varc’h plouzet !
Gwall vihanik e oa c'hoazh avat an hini a oa bet degaset din ha, daoust d'ar boestadoù laezh ha d'ar preder e varvas dizale al loenig.
Goullonderiñ a reas nemorant ur brikad laezh en dar, tapout krog en un dablezenn chokolad boulc'h hag azezañ er sal-degemer.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
laezhadur