Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. I. 1. (db. al loened askellek) En em embreger dre an aer war-bouez eskell. Nijal a rae al labous eus an eil gwezenn d'eben. Nijal a-denn-askell. 2. Dre ast. (db. an aerlistri) Mont dre an aer, lusket gant ur c'heflusker, un dazloc'her pe veur a hini. Nijerezioù zo a nij buanoc'h eget tizh ar son. II. Dre skeud. A. 1. (db. an traoù bannet) Dilec'hiañ dre an aer. Nijal a rae ar mein en-dro d'ar c'harr. 2. Fiñval gant an avel. [1878] [...] ur banniel pe un drapo gwenn-kann o nijal laouen gant an avel [...]. 3. Mont buan-tre. Nijal a rae al lestr war-lerc'h ar vagig vihan. B. (db. an dud) 1. Mont buan-tre. Nijal a reas d'ar gêr. 2. Nijal kuit : mont kuit. Hag ar plac'hig nijal kuit o c'hoarzhin hag o vouskanañ. III. Dre let. 1. Bezañ plijet-dreist. Nijal a rae gant ar stad a oa enni. 2. Mont kuit. E-keit ha ma vin bev ne nijo ket kuit an daolenn-se diouzh ma spered. 3. Mont buan. Kaer en doa ober, e spered a nije bepred trema an ti-se. 4. Nijal kuit : steuziañ. E dristidigezh a nijas kuit evel un huñvre.

Skouerioù istorel : 
39
Kuzhat roll ar skouerioù

nijal

1499
Daveenn : LVBCA p151 (voler)

nijal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (s')enuoler, (prendre l')essor, voler

war nij

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (voar) nij

nijet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg voler

nijal en ur bomm

1732
Daveenn : GReg pg aile

nijet

1732
Daveenn : GReg pg aile, air

nijet eo en dra all en aer, en oabl

1732
Daveenn : GReg pg (il a pris l') effort

ar bonided a zo pesked eskellet hag a nij

1732
Daveenn : GReg pg ailé

nijal a-denn-eskell

1732
Daveenn : GReg pg aile

nijal en aer

1732
Daveenn : GReg pg air

an ered a nij en aer ribus meurbet

1732
Daveenn : GReg pg (les aigles s') élevent (en l'air d'un vol fort rapide)

nijal

1732
Daveenn : GReg pg (s') envoler (voler ailleurs, s'en aller)

nijet eo al labous eus ar gaoued

1732
Daveenn : GReg pg (l'oiseau s'en est) envolé

nijañ

1850
Daveenn : GON.II pg nicha, nija

nijet

1850
Daveenn : GON.II pg nicha, nija

nijet

1850
Daveenn : GON.II pg nicha, nija

nichañ

1850
Daveenn : GON.II pg nicha, nija

Hogen, ouzh va c'hlevet, pa na rit van ebet, pa welot en o farkeier, an dieien vak, dibreder, oc'h ober, e pep lec'h, brezel d'al laboused gant stignoù, krouglasoù zo, e kuzh, antellet evit pakañ evnigoù, na nijit mui a biklammoù, chomit en ho neizhioù, pe it d'al lec'hioù pell.

1867
Daveenn : MGK p15

An amzer, deiz ha deiz, a nij war-zu tremen ; / Deut eo an eil mare.

1867
Daveenn : MGK p108

Ar goulm neuze zispak he divaskellig wenn, / A nij, hag o welet eo an heizez paket / Gant an den didruez evit bezañ lazhet, / A zistro war he giz da zigas ar c'heloù, / Hep goulenn diganti penaos, e pe zoare / Hag ar mare / Ma oa bet aet e gaou.

1867
Daveenn : MGK p46-47

— « N'omp ket, eme ar vaot, hag e-lec'h kaout un doenn, / Ma'm be, evel ar goulm, divaskell da nijañ, / Me a ve aet dija / Da c'houzout e pelec'h eo dalc'het an heizez, / Hor mignonezig kaezh, / Skañv evel an avel ; koulz ha ma'z eo lijer, / Ez eo ivez tener. »

1867
Daveenn : MGK p46

— Da vihanañ, Per, emeve, amañ ne dapimb ket a c’hwen. — Nann, mes moui, pe gelien-[m]orz, diwar ar c’hezeg, ne lavaran ket avat. — Ne pezo nemet skrabat un tamm hag e nijint kuit.

1877
Daveenn : EKG.I. p.72-73

Daoust ha n’edo ket ar "Sans-Pitié" — e brezhoneg, an hini didruez — e kichen Kastell an Tarv, dare da astenn he lien ha da nijal war-eeun war-zu Bro-Saoz, war-lerc’h ar vagig vihan ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.17

Mat, neuze, ma vezomp ar [v]istri, e vezo war beg tour Berven, a zo war an uhel, a weler a-bell hag a bep tu, ur banniel pe un drapo gwenn-kann o nijal laouen gant an avel ; ha mar kollomp, e-lec’h ur banniel gwenn, ur riblennad lian du ne vezo ken, evit dougen kañv d’ar re a vezo marv.

1878
Daveenn : EKG.II p.107

Brini a goage er c’hoadoù ; skraved-mor ha gwennelied a gelc’hiate a-us d’ar geotegoù ha d’an heizegoù ; c’hwiboned, divaskellet-ledan, a vargede en aer ; evned-preizh a nije a-denn-askell dindan tor ar goabrenn.

1923
Daveenn : SKET p.120

Evel ur gwiñver e skrimpe en uhelañ gwez, ha neuze, skoachet e-mesk glasvez o c’hernoù, e heulie dre e sell an erered hag ar guped o nijal, ar garaned, ar c’hwiboned hag an elerc’h o vont hag o tont, ar gwazi gouez o tremen hag o tistremen.

1924
Daveenn : SKET.II p.18

Koant-meurbet int an aele-se, ha, dreist-holl, ar re a zo a-us d’an aoter vras, livet en aour, displeget gante o divaskell evel ma vijent o nijal a-dreuz ar Baradoz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.136-137

En osteleri e kleved anezhe, hemañ o kaozeal, hemañ o krial, darn all o rezoniñ, o touiñ, o sulbediñ ; girioù lemm ha flemmus a nije eus an eil d’egile ha gwalennadoù skoet war hemañ ken a c’hwibane a-dreuz an ti.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

nijal

1927
Daveenn : GERI.Ern pg -al (voler)

nijet

1927
Daveenn : Geri.Ern pg -al

an avel a oa sioul, ar mor peurgompez ha dilusenn ; hogen an oabl a oa karget a valkennoù louet. Ar re-mañ a nije gorrek etrezek ar reter

1929
Daveenn : SVBV p5

Em burev bihan, pleget war ar merkoù, war ar c’hontoù, ma spered a nij da lec’h all.

1944
Daveenn : EURW.1 p.210

Evit ar wech kentañ, e welis an Unanelezh o ledañ hec'h askell zu war ma deizioù : « Deomp atav », emezon-me, « pa vin war ul labour a blijo din, e nijo kuit an hirvoud... »

1944
Daveenn : EURW.1 p79

Tostaat a rae an termen din da nijal e-maez ar gaoued ha da heuliañ ma galvedigezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p64

An eil diaoul. — « Pe pedennoù lavaret diwar beg an teod, hag ho spered o nijal war an avel noz. »

1944
Daveenn : ATST p.57

Ne zaleas ket da stouiñ e benn, rak bolodoù un tenn fuzuilh a c’hwitellas dreist ar c’hleuz, hag a nijas tost dezhañ. — « Manket ! » a lavaras un den.

1944
Daveenn : ATST p.78

Sitoian kabiten, ne welan ket / Piv eo an den zo anezhañ anv. / Eus an noblañsoù amañ den ebet : / Tec'het int holl rak o fri zo tanav, / Gant aon rak ar bobl int nijet da bell / Evel, gant an avel, un dornad pell.

1960
Daveenn : PETO p36

Ha deuet e oa teñval a-raok deomp bezañ degouezhet, ar pezh a roas tu deomp da welout o nijal ar c'hwibu lugernus, un dra bennak evel ma nijfe hor preñved lugernus a-us d'hor penn.

1985
Daveenn : DGBD p36

Ne lavarin ket e nij gant al levenez rak graet e vez ar c'hantreolaat gant un tamouez boull, diouzh un tu, ha, diouzh un tu all, peogwir ez eo ur ral dezhi kaout da ober gant al lez-varn en he labour, a laka da soñjal kentoc'h er skrivagner foran gwezhall a stalie e daolig e toull-dor an ti-kêr.

2015
Daveenn : EHPEA p19

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial