Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
123
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. (db. an evned) Nijal izel, a vommoù-nij berr. Pa zeu ar gwennilied da zarnijal e tiouganont glav dimp. Ar yer ne reont nemet nijal ha darnijal. Hag e tarnijent daou ilinad hepken diouzh an douar. [1954] [...] a-wechoù e veze pikoloù evned ruz o tarnijal war ur vragezenn, ha chas melen o redek gedon a-hed ur vragezenn all [...]. & Dre ast. An delioù glas a zarnije hag a gouezhe. Darnijet oc'h evel un hunvre.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

darnijal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg darniegeal

darnijal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bauoler

darnijet

1732
Daveenn : GReg pg (voler) bas

darnijal

1732
Daveenn : GReg pg (voler) bas

Pa zeu ar gwennelied da zarnijañ, e tiouganont glav

1850
Daveenn : GON.II pg darnija (Quand les hirondelles volent bas, elles pronostiquent la pluie).

darnijañ

1850
Daveenn : GON.II pg darnija (Voler bas, comme les oiseaux qui sont blessés, fatigués ou encore trop faibles), dispafala

darnijal

1850
Daveenn : GON.II pg darnija (Voler bas, comme les oiseaux qui sont blessés, fatigués ou encore trop faibles).

darnijet

1850
Daveenn : GON.II pg darnija (Voler bas, comme les oiseaux qui sont blessés, fatigués ou encore trop faibles. Part.)

tournijal

1909
Daveenn : BROU p. 221 (on dit aussi tournijal)

darnijal

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXVIII, (voler) bas

Stummañ a rae 'ta evel ma ouie ur bragoù, ur jiletenn hag ul levitenn : a-wechoù e veze pikoloù evned ruz o tarnijal war ur vragezenn, ha chas melen o redek gedon a-hed ur vragezenn all, tanfoeltr van ne rae Yann ; bugale ar skol 'vat, ne lavaran ket.

1954
Daveenn : VAZA p.20-21

A daolioù kanol ken ma findaone e stagas ar skouadrenn rusian koulz hag ar c’hreñvlec’h da hetañ dimp donedigezh vat, ha kredet ho pije e oa ur c’hrogad start war vor o paouez tarzhañ, rak gant kemend-all a herr e rae ivez cholori hol lestr ; unan ha kant tenn evit e Veurded, hag unan warn-ugent ouzhpenn da drugarekaat ar ganolierien war zouar, ha ne gomzan ket eus blejadeg fromus n’ouzon ket pet mil martolod rusian ha gall o krial a-heligentañ : Hurrah ! hurrah ! hurraaaaah ! ken ma ’z oant holl war var da vougañ, nag eus koagadeg an evned-mor o tarnijal a-vagadoù, spouronet gant an drouz hag ar moged.

1954
Daveenn : VAZA p.158

Met allas, n’o deveze ket bet c’hoazh ar paour kaezh laboused amzer da vorediñ, ma weled dija ur vorenn alaouret o skleuriñ war[-]du ar Reter evel da c’houlou-deiz, hag en ur serr-lagad e tarzhe adarre an heol na vez, ret eo krediñ, morse skuizh e broioù ’zo, hag an holl evned da darnijal ha da ganañ gwell pe well, daoust ma ne oa padet an noz nemet ul lajadig.

1954
Daveenn : VAZA p.172

Ofis publik ar brezhoneg