V.g.
1. Nijal a vommoù berr.
Laboused o nijal hag o c'hournijal en aer.
2. Dre skeud.
Dont war wel a vare da vare.
Gournijal a rae ur mousc'hoarzhig skañv war gorn he muzell.
HS. nijellat.
Daveenn :
GON.II
pg gour-nicha (voler avec peine, voler bas, en parlant des jeunes oiseaux), gour-nija, gournicha
gournijañ
gour-nija
1850
Daveenn :
GON.II
pg gour-nicha, gour-nija (Voler avec peine, voler bas, en parlant des jeunes oiseaux).
gournijet
gour-nichet
1850
Daveenn :
GON.II
pg gour-nicha, gour-nija (Voler avec peine, voler bas, en parlant des jeunes oiseaux. Part.)
gournijet
gour-nijet
1850
Daveenn :
GON.II
pg gour-nicha, gour-nija (Voler avec peine, voler bas, en parlant des jeunes oiseaux. Part.)
gournijañ
gournicha
1850
Daveenn :
GON.II
pg gournicha (voyez "gour-nicha" : voler avec peine, voler bas, en parlant des jeunes oiseaux).
Setu ar goulm o vont digor he divaskell hag ur valkenn zu-pod rag-enep o sevel. Rankout voe d'al labous klask bod ouzh ur wezenn, he-unan er vro-se, outi dibaot delienn. Ar goulm hanter strobet, pa voe aet an arnev, un derzhienn riv ganti, a c'hournij ac'hane.
Setu ar goulm o vont digor he diouaskel, hag eur valkenn, zu-pod rak-enep o sevel. Rankout voe d'al labouz klask bod oc'h eur wezen, he-unan er vro-ze, out-hi dibaot delien. Ar goulm hanter strobet, pa voe eat an arne, eun dersien riou gant-hi, a c'hournij ac'hane.
1867
Daveenn :
MGK
p19
Daoulinet e oan e-touez al ludu, glac’haret va c’halon, va daoulagad leun a zaeloù ; sioul e oa an noz : klevet ho pije hoc’h ael mat o c’hournijal en ho kichen...
Daoulinet oan etouez al ludu, glac’haret va c’haloun, va daoulagad leun a zaelou ; sioul oa an noz : klevet ho piche hoc’h eal-mad o c’hournijal enn ho kichenn...
1878
Daveenn :
EKG.II
p.45
Ar merc’hed blev-melen, a c’hournijelle ganto o skerboù lin tanav hag a stirlinke gwalennoù o divrec’hioù gwenn hag o ufernioù-treid (1), keit ha ma troellent ha ma lamment, skañv evel yourc’hezed, war al leton ouzh gwrimenn ar wezeg c’hlas.
Ar merc’hed bleo-melen, a c’hournijelle ganto o skerbou lin tano hag a stirlinke gwalennou o divrec’hiou gwenn hag o uferniou-treid (1), keit ha ma trôellent ha ma lamment, skanv evel yourc’hezed, war al leton ouz gwrimenn ar wezeg c’hlas.
1923
Daveenn :
SKET
p.62
gournijal
1923
Daveenn :
SKET
p.178, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Voltiger".
Rak, a-c’haoliad war ar bir, em eus gournijet eus mor-Bras ar Sav-heol da vor-Bras ar C’huz[h]-heol, holl gevrenn-greiz ar bed.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.70
Rak un aezhenn beurbadus a frankiz a c'hournij a-us da Garnoed, pignet war un dosenn frank, a skub an avel anezhi hañv-goañv, hag a weler diwarni pemp lev tro-dro.
Rak eun aezenn beurbadus a frankiz a c'hournij a-us da Garnoet, pignet war eun dosenn frank, a skub an avel anezi hañv-goañv, hag a weler diwarni pemp leo tro dro.