Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ar. A. (en egor) Eus an eil penn (d'udb.) d'egile. Tiez a oa penn-da-benn ar c'hae. Penn-da-benn ar wazh. B. (en amzer) Eus an eil penn d'egile. Penn-da-benn ar bloaz e vez o labourat. DHS. hed-da-hed. C. Tr. ar. PENN-DA-BENN DA, GANT UDB. : hed-a-hed udb. An tevennoù hedet penn-da-benn gant ur renkennad kerreg lemm. Redek a reas un anken vras penn-da-benn da livenn e gein. Ar gwez pupli, penn-da-benn d'ar stêr vras. II. Adv. 1. Eus an eil penn d'egile. Arat ur park penn-da-benn. Ret e vo freuzañ ar voger penn-da-benn. 2. Dre skeud. A-bezh. Lavaret ar wirionez penn-da-benn. Gouzout e gentel penn-da-benn. Koll fiziañs penn-da-benn. 3. Dre skeud. (goude un ag.) A-bezh. Se zo gwir penn-da-benn. III. Stn. 1. (db. an dilhad) Ul loeroù penn-da-benn : ul loeroù hir. Un dilhad penn-da-benn : porpant, chupenn ha bragoù. 2. (en amzer) A-bezh. Un devezh hag un nozvezh penn-da-benn.

Skouerioù istorel : 
37
Kuzhat roll ar skouerioù

maregerien armet penn-da-benn

1732
Daveenn : GReg pg gendarme (Cavalier pesâment armé, p.)

penn-da-benn

1732
Daveenn : GReg pg (depuis un) bout (jusqu'à l'autre), (de pied en) cap

penn-da-benn

1732
Daveenn : GReg pg (depuis un) bout (jusqu'à l'autre)

ar varegerien armet penn-da-benn

1732
Daveenn : GReg pg gendarmerie (la cavalerie de la maison du Roy, de la Reine & des Princes)

mareger armet penn-da-benn

1732
Daveenn : GReg pg gendarme (Cavalier pesâment armé)

penn-da-benn

1850
Daveenn : GON.II pg penn(-da-benn) (d'un bout à l'autre, de pied en cap), penn-da-benn (voyez "penn").

« Eveldoc'h, en deus gourc'hemen / Da viret er bed penn-da-benn. »

1867
Daveenn : MGK p111

Eno e kavjont c’hoazh ur martolod digaset gant kabiten al lestrig f[l]oder evit diskouez an hent dezho, a-hed an aod penn-da-benn, gant aon n’her gouizient ket.

1877
Daveenn : EKG.I. p.23

Ma ne lavar ket Canclaux penn-da-benn ar wirionez d’e vistri a yoa e Pariz, ma tro e stal bravik a-walc’h, n’eo ket evit nac’h da vihanañ e oamp-ni en em gannet a-galon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.313

Lârit pedennoù, mar kerit, ’Vit ar Pab n’ho anzavo ket ; Doue a damall penn-da-benn Ho pedennoù hag ho lezenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.104

Ar pezh en doa lavaret din an Aotrou de Kerbalaneg [sic], a ris penn-da-benn.

1878
Daveenn : EKG.II p.115

Ar rimadell-mañ nan eo, penn-da-benn, nemet ur bourd, ur c'hoariell ; na gredan ket, koulskoude e ve kavet enni netra a rebechus ha na derefe ket deus lennerien ar Groaz.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Krediñ a reomp en ene breizhat hag, harpet war hon gwir, oc'h anaout hon dlead, ez omp en-sell da stourm hep plegañ evit an dishualidigezh, en ur ziskleriañ, uhel-mat, pezh a soñj kalz a re all en donder o c'halon aonik, hag e fell deomp e vo hon oberoù diouzh ezhommoù strizh hon c'harantez-vro ha penn-da-benn diouzh spered hon reolenn : Breizh d'ar Vreizhiz ! Renadurezh Strollad Broadel Breizh

1911
Daveenn : PSEP p IX

Abaoe an deiz-se, Bilzig a selaouas sioul hag aketus kentelioù an aotrou kure ; fraezh hag eeun e tiskas e gatekiz, ha penn-da-benn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

Ar sakrist en devoa gwelet ar person hag ar c’hure o tiskenn d’ar bourk, buan-ha-buan e tilezas e stern gwiader, hastañ a reas afo da zont da gontañ dezho an doare. Penn-da-benn en deus displeget anezhi dirak an aotrou person…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

An deiz war-lerc’h, goude oferenn ar servij bras, ar paotr ac’h eas da gimiadiñ diouzh e gabiten ; hag eno, war e bez, en e galon, graet gantañ al le da heuilh penn-da-benn youl madelezhus e gabiten.

1925
Daveenn : BILZ2 p.175

penn-da-benn an neudenn

1931
Daveenn : VALL pg (d'un) bout (à l'autre du jour)

penn-da-benn

1931
Daveenn : VALL pg (d'un) bout (à l'autre)

Ur vro eus ar gwellañ eo Breizh evit studiañ seurt traoniennoù-mor, o vezañ ma 'z eo hec'h aodoù dispennet penn-da-benn ganto.

1943
Daveenn : TNKN p15

Met muioc'h c'hoazh e felle d'an aotrou Vallée e vije graet ; dezo en doa da voullañ ur baperenn distag, e brezhoneg penn-da-benn, hag a vije bet gwerzhet a-unan gant La Croix.

1944
Daveenn : EURW.1 p60

Hag, evit lavarout ar wirionez penn-da-benn, o c’herent, ma c’houlennent diganto un dra bennak, ne raent ket fout gant respontoù, rak gouzout a raent, kerkoulz ha n’eus forzh piv, n’o doa ket an daou baotr yaouank kozh o far e kanton Pleiben da livañ gevier kaer.

1944
Daveenn : ATST p.37-38

« Unan, daou, unan daou », ha d’ar paz, da dreuziñ kêr penn-da-benn betek kazarn an Tour d’Auvergne, war hent Lannuon.

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

Da bignat ez eus penn-da-benn avat ; an hentoù ne oant ket goudronet c'hoazh, ha petra bennak na oa ket a girri-dre-dan, ur boultrenn dev a save dindan dreid hag a c'holoe an dilhad.

1944
Daveenn : EURW.1 p.70

Em gwele gwenn ha blot, e-kreiz dortouer ar re grenn-vras, e kouskis evel ur pab, hast warnon gwelout ar mintin ha tañvaat ur vuhez nevez penn-da-benn.

1944
Daveenn : EURW.1 p48

Edo o tont. Hi an hini 'oa, en traoñ, du-se, er vali c'hlas, o hastout war-du an iliz, hi, ar weledigezh-se, ur marzh ar c'havout anezhi, gwenn-kann-wisket penn-da-benn, nemet he mantilh zu gant he c'hrib uhel war he fennad blev du e-giz askell ar vran.

1949
Daveenn : SIZH p.66

Na bras, na bihan, ha kuilh en he gwiskamant seiz du, hogen maouez penn-da-benn he c’horf, gant he roderezh kazhez lizidant, n’oa ket da reiñ dezhi ouzhpenn daou vloaz warn-ugent.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Redek a reas ur gridienn penn-da-benn e gorf, ha merzhout a reas, ne'm eus ket lavaret hep ur mousc'hoarzhig laouen, edont aze, eñ, gwenn-kann en e sae vanac'h, hag hi, du evel askell ar vran.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Ne gredan ket e vefe ar wirionez ganto penn-da-benn rak, daoust ma ’z a hor c’henvroiz war zesketa muioc’h-mui, n’eo ket kement-se un digarez da soñjal eo didalvoud-kaer ar seurt koñchennoù da dud hag o deus deskadurezh.

1950
Daveenn : KBSA p.5 (Raklavar)

Hogen, kement hag anzav ar wirionez penn-da-benn er skrid-mañ, setu un draig ouzhpenn : n’am boa nemet triwec’h vloaz, met karout a raen a-greiz-kalon ur genvroadez yaouank, ur plac’hig diouzhin e pep keñver, a gave din da vihanañ er mare-se.

1954
Daveenn : VAZA p.67

N'eo ket abalamour ma 'z oa douget da wiskañ ar sent, na dre ma plije dezhañ kanañ ar gousperoù e brezhoneg penn-da-benn, met o vezañ ma verve [sic] faltazi, ha marteze fentigell e-leizh en e gokenn, o vezañ ma 'z eo bet un aozer gwerzioù, gwell [gwall] dister emichañs, met da vihanañ un damskeud, ur raktres eus un arzour.

1954
Daveenn : VAZA p.24

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Daveenn : VAZA p.52

Kement-mañ a zo gwir penn-da-benn, da vihanañ hervez ar skridoù kozh a ra meneg eus al lazh.

1960
Daveenn : PETO p8

Setu amañ, emezañ, unan o labourat, Ha na ra na van na forzh, Da uzañ nerzh e gorf, ken e teu an dour c'hwez, Da redek penn-da-benn blevenn e elgez.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

Un devezh penn-da-benn hon eus da chom amañ ; setu m'eo ret-mat deomp mont da welout kêr evit tremen an amzer hag evit kuitaat ar gor a vez o c'hounit al lestr pa vez ehanet er porzh ha chomet a-sav mekanikoù da zistanañ an aer.

1985
Daveenn : DGBD p16

Lavarout a rae, e berr gomzoù, e oa arabat d'an Dr Jekyll, e vadoberour a oa bet gopret ken fall e vadelezhioù diniver, e oa arabat dezhañ en em chalañ ken evit ar skriver, p'en doa hemañ araezioù tec'hout ma fizie penn-da-benn warno.

2012
Daveenn : DJHMH p45

Met dreist-holl, a gav ganin, e vije bet talvezet an dra-se kement ha distruj etrepeuliad kentañ ar chantele penn-da-benn evit reiñ ur stumm azas dezhañ.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 23

Ar voger dehou a zo armelioù penn-da-benn dezhi hag an hini gleiz a zo un armel-levrioù outi.

2015
Daveenn : EHPEA p.51

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial