1. Koc'henn garennoù an edoù.
Aet ez eus ur blouzenn em lagad. Ne chom ket ur blouzenn.
2. Tamm garenn ed.
Evan sistr gant ur blouzenn.
&
Dre heveleb.
Korzennig plastik pe baper a reer ganti evit evañ.
Emañ ar bugel o sunañ e vanne chug-frouezh gant ur blouzenn.
3. Trl.
Tennañ plouzenn(ig), tennañ plouzenn verr; tennañ (d')ar blouzenn verr : tennañ plouz berr.
&
Trl. skeud.
[2015] Troc'hañ ar blouzenn etre daou: asantiñ d'un emglev ma ne vez na koll na gounit hini ebet eus an div gevrenn.
[2015] A-benn ar fin hon eus troc'het ar blouzenn etre daou.
4. Traezenn graet gant plouz (paner, kest, h.a.).
Lakaat ar bara en ur blouzenn.
Daveenn :
GReg
pg (l') envelope (du tuyau de la paille. Ce mot hors de Leon, veut dire paille, en prenant une partie pour le tout)
Ur blouzenn a zo aet em lagad.
Eur blouzen a zô éad em lagad.
1850
Daveenn :
GON.II
pg plouz (il m'est entré une écorce de paille, un fétu dans l'œil).
plouzennoù
plouzennou
1850
Daveenn :
GON.II
pg plouz (plouzen, f., un seul brin d'écorce de paille. un fétu. pl. "plouzennou" ou simplement "plouz").
Mar selaoufed an dud, 'vel diaouloù an ifern, Ganto un trouz spontus, you, kurun ha tregern, Ve lavaret 'z afe ar bed ganto d'ar bern, Ha padal emaint war e gern, heñvel ouzh ur c'hrubuilh merien O c'hweziñ, o termat evit loc'h eur blouzenn.
Mar selaoufet ann dud, 'vel diaoulou ann ifern, Gant-ho eunn trouz spountuz, iou, kurun ha tregern, Ve lavaret 'z afe ar bed gant-ho d'ar bern, Ha pa dal em int war he gern, hevel oc'h eur c'hrubuill merien O c'houezi, o termat evit loc'h eur blousen.
1867
Daveenn :
MGK
p33
Pa’z eo gwir o deus c’hoant an holl da vont, tennomp plouz berr, hag an hini en devezo ar blouzenn verrañ pe hirañ, hervez ma vezimp en em glevet a-raok, hennezh a yelo en hent.
Pa’z eo guir o deuz c’hoant an oll da vont, tennomp plouz-berr, hag an hini en devezo ar blouzenn verra pe hirra, hervez ma vezimp en em glevet araok, hennez a ielo enn hent.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.111
Mont ha dont a ran, kas-digaset, evel ur blouzenn.
Mont ha dont a ran, kas-digaset, evel eur blouzenn.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.181
« Herri ne veze aotreet ganeoc’h da lakaat plouz en e voutoù nemet ur wech er miz. » An eil diaoul. — « Ha c’hoazh ne lakae nemet div pe deir blouzenn hanter. »
1944
Daveenn :
ATST
p.59
A-benn ar fin hon eus troc'het ar blouzenn etre daou.