plouz
kemer ar gouriz plouz
Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout ; da zek eur, an arsav brasañ, c’hwezhañ tan ; aozañ soubenn ; lakaat eur c’horniad butun gros ; mont adarre betek an enderv ; digouezhout en ur bourk pe en ur gêrig vihan ; klask ur c’hrignol gant e-leizh a blouz pe foenn ; kaout arc’hant a-walc’h da foetañ oc’h ober tro an ostalerioù, ha mont da gousket hep soñjal da netra, marv gant ar skuizhder ; adsevel da veure, ha mont adarre a-raok ; setu penaos e tremenis an tri devez « manoeuvre » da stlepel er mor an alouberien a oa sañset bezañ douaret e Pontrev.
« Herri ne veze aotreet ganeoc’h da lakaat plouz en e voutoù nemet ur wech er miz. » An eil diaoul. — « Ha c’hoazh ne lakae nemet div pe deir blouzenn hanter. »
Stagañ a reas an Aotrou Vinçot da c’houlennata, da glask gouzout petra ha penaos, met ne selle ouzh den, ha menel a ris ken mut hag ur sant plouz e-kreiz ur park.
Sed aze tolpadoù kouerien o barv abostol, gant ur mousc’hoarzh dibleg, gant daoulagad lemm-tre en o fenn, hag en-dro dezho brageier n’int nemet frezel war dakon, porpantchoù hir e krev dañvad gant ar gloan dindan hag al ler [sic, lêr] war c’horre, ul ler [sic, lêr] ken lous ha ken lufr evel pa vije bet libistret gant soav ; ha bez ’eus en o zreid pikoloù heuzoù a dap dezho betek o daoulin pe un doare solennoù plouz pe beilhenn gwez.
Goude e voent teir er vag, ha Marie-Rose he devoa gwisket he zok plouz.