Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.
Plouian
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
plouz