tanet
tana ur re
tanet
Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanternoazh ha ma krenent gant ar riv er goañv ; n’oa dezho, ouzhpenn, ar c’hregin-mor nemet ur bevañs treut ha difonn, hag he devoa alies plac’h he gouriz arem hag he gougleze poan vras o tanañ, gant ur maen-kailhastr hag un dornad bezhin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar peñseadoù.
Ha bep tro hor beze da gaout digantañ hor segelann bemdeziek, tanet gant trugarez ha d’e yec’hed.
Ha diwallit, tudoù, d'ober eveldon ha da lakaat en ho penn ne goust netra ar butun er gêr-se : nann da, gaou eo ar vartezeadenn-se ha ken ker ha n'eus forzh pelec'h e vez gwerzhet du-hont ar segalennoù a dalv ar boan bezañ tanet.
Hervez ur reolenn strizh, eno a neblec’h all ebet, e tlee ofiserien ha martoloded dont da danañ o c’horn pe o sigaretezenn.
Hag e Smolensk a dleomp tizhout arc’hoazh ar beure, daoust ha n’en defe ket tanet e gorn gant ur c’hlaouenn dennet eus dismantroù ul lochenn pe ur palez pulluc’het gant e genvreudeur soudarded ?...
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tan-artifis