Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. V.g. 1. (db. an dud hag al loened) Dont en-dro en e yec'hed. Kemeret em eus louzoù da glask yac'haat. 2. (db. an amzer) Dont da vezañ brav. Yac'haet eo an amzer. II. V.k.e. 1. (db. an dud,. al loened) Lakaat da vezañ yac'hoc'h. He yac'haet en deus diouzh he c'hleñved. Nag a glañvourien he deus yac'haet. HS. pareañ. 2. (db. ar c'hleñvedoù) Yac'haat un droug, ur c'hleñved : trec'hiñ an droug, ar c'hleñved-se. Gwechall e yac'hae-eñ ar goañvennoù. Yac'haat kleñvedoù, goulioù an ene.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

yac'haat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg guarir

Yac'haat a raio a-barzh nemeur amzer.

1732
Daveenn : GReg pg guérir (Il guérira dans peu.)

neb a yac'ha dezhañ

1732
Daveenn : GReg pg convalescent (qui se releve de maladie)

yac'haat

1732
Daveenn : GReg pg guérir (Guérir, recouvrer sa santé.)

yac'haet

1732
Daveenn : GReg pg guérir (Guérir, recouvrer sa santé, pp.)

yac'haat a ray a-barzh nemeur

1850
Daveenn : GON.II pg iac'haat

an dra-se a yac'hay ac'hanoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg iac'haat

yac'haet

1850
Daveenn : GON.II pg iac'haat

yac'haat

1850
Daveenn : GON.II pg iac'haat

Pedet mat an [a]otro[u] sant Pêr, / Da yac’haat ar paourkaezh laer ; / Yann ar Fluteg, birviken ken / Na lako dorn war vado[ù] den ! /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Amañ e lezfomp an Ao. Jozef Holvek, ar pelerin a zo bet klañv war al lestr ha nan eo ket c'hoazh yac'haet.

1903
Daveenn : MBJJ p93

Tamm kig en ti evit ober dezhe soubenn domm, tamm kig ebet evit reiñ dezhe nerzh da drec’hiñ war ar c’hleñved, ha da yac’haat.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Keñveriañ : a) e-touez ar C’hresianed, mojenn an Huperborean Abaris en dije ergerzhet ar bed war saezh Apollo, o yac’haat ha glanaat an neb ma stoke outañ ar benveg doueel en ur rannañ al lavarennoù dleet ; b) [...].

1924
Daveenn : SKET.II p.60, Notenn 1

Setu amañ, emezañ, ar bir Ivos (2). Nerzh da yac’haat gouli ha kleñved a zo ennañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.60-61

— Ar pezh a zo gwir, eme Jarlig kozh, sant Kireg a wenve hag a ziwrienne ar goañvennoù, an darouedennoù, ar gwenaennoù ; sant Melar a roe nerzh d’ar vugale blank ; sant Kado a yac’hae ar goulioù, sant Urlo ar remm, sant Kirio ar gorioù ; santez Roza a zigase laezh e bronnoù disec’het ar mammoù ; sant Herbot a wellae al loened, ha Gwerc’hez Itron-Varia ar Jaou a sederae, a sklaerijenne ar speredoù klañv gant an displijadur…

1925
Daveenn : BILZ2 p.134

Gwechall-gozh ar sent a rae burzhudoù kaer-meurbet : yac’haat a raent an dud klañv, eeunañ a raent ar re gamm pe dort, ar gwel a roent d’ar re [z]all, ar c’hleved d’ar re vouzar. Ha bremañ !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.133-134

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial