Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. A. Promesa, emglev etre daou zanvez pried e-sell da eurediñ. Setu graet an dimeziñ, ni a c'hortoz siell aour an eured. Graet en deus tri dimeziñ hep eurediñ. B. 1. Unaniezh etre daou zen dre liamm ar briedelezh. Torret eo bet e zimeziñ. An dimeziñ-se a reas kalz a drouz er vro. Sevel a reas kaoz an dimeziñ ganto. & Trl. Un dimeziñ yaouank : m'eo yaouank ar priedoù. Dimeziñ chomet difrouezh : n'eus bet bugel ebet d'e heul. HS. dimez. 2. Eured. Ober un dimeziñ kaer. & Ent strizh, relij. Mare en oferenn an eured ma liamm ar beleg an daou bried. E lid sakramant ar briedelezh ez eus div lodenn, an dimeziñ hag an oferenn. 3. Dre ast., trl. pemdez N'emaon ket gant ma c'hentañ dimeziñ : n'eo ket ar wech kentañ din da vont gant ur plac'h. II. H.g. Stad a briedelezh. Ar plac'h-se zo troet gant an dimeziñ.

Skouerioù istorel : 
49
Kuzhat roll ar skouerioù

diforc'hidigezh a zimeziñ

1499
Daveenn : LVBCA p14, 57, 58 (departement de mariage)

dimeziñ

1499
Daveenn : LVBCA p58 (mariage)

oad dimeziñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg age

promesaoù dimeziñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg fiãçailles

dimeziñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg epousaille

dispenniñ un dimiziñ

1732
Daveenn : GReg pg demarier (casser, annuler un mariage)

dimeziñ

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, pg établissement (mariage)

dimizioù

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, pg établissement (mariage)

prometiñ dimiziñ

1732
Daveenn : GReg pg fiancer (avant les bans)

embann dimeziñ

1732
Daveenn : GReg pg ban (de mariage)

dimeziñ graet e-fas an Iliz

1732
Daveenn : GReg pg celebrer (Mariage celebré en face d'Eglise)

an dimizioù a-bell ned int nemet tourioù ha kestell

1732
Daveenn : GReg pg chateau (les mariages qui se font au loin ne sont que forteresses & châteaux)

dimiziñ kuzhet

1732
Daveenn : GReg pg (mariage) clandestin

dimiziñ kuzh

1732
Daveenn : GReg pg (mariage) clandestin

dimiziñ graet e kuzh

1732
Daveenn : GReg pg (mariage) clandestin

Er c'hontrajoù a zimiziñ ez lakaer atav : dindan grad vat an aotrou Doue, hag hini hon mamm santel an Iliz

1732
Daveenn : GReg pg (Dans les contrats de mariage on met toûjours: si Dieu, & nôtre Mere Sainte Eglise y consentent)

dekred dimiziñ

1732
Daveenn : GReg pg decret (de mariage)

dispenn un dimiziñ

1732
Daveenn : GReg pg defaire (un mariage), demarier (casser, annuler un mariage)

terriñ un dimiziñ

1732
Daveenn : GReg pg demarier (casser, annuler un mariage)

diforc'hidigezh a zimeziñ

1732
Daveenn : GReg pg divorce (dissolution entiere du mariage)

un dimiziñ mat he deus graet

1732
Daveenn : GReg pg (elle est bien) établie

dimiziñ

1732
Daveenn : GReg pg fiançailles (Fiançailles, promesse de present)

dimizioù

1732
Daveenn : GReg pg fiançailles (Fiançailles, promesse de present)

dimeziñ

1732
Daveenn : GReg pg fiançailles (Fiançailles, promesse de present, Van.)

dimizioù

1732
Daveenn : GReg pg fiançailles (Fiançailles, promesse de present, Van.)

prometet [dimiziñ]

1732
Daveenn : GReg pg fiancer (avant les bans, être fiancé av.)

ar c'hoñsil a Dranta en deveus difennet ne zeuet evit nep kaoz da ober diforc'hidigezh a zimeziñ

1732
Daveenn : GReg pg (le Concile de Trente a defendu le) divorce (quant au lien du mariage, pour quelque cause que ce soit)

It war ho kiz, va merc’hed, hag it kuit : rak a-vremañ on koazhet gant ar gozhni, ha didalvez e-keñver an dimeziñ.

1850
Daveenn : GON.II p.99

Un dimiziñ pinvidik en deus graet.

1850
Daveenn : GON.II pg dimizi, dimézi, démézi (Il a fait un mariage riche).

Kalz dimizioù a zo bet hiriv.

1850
Daveenn : GON.II pg dimizi, dimézi, démézi (Il y a eu beaucoup de mariages aujourd'hui).

dimeziñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dimizi, dimézi, démézi (En Van., on prononce "diméi" ou "diméhi").

dimeziñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dimizi, dimézi, démézi (En Van., on prononce "diméi" ou "diméhi").

gwerz dimeziñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwers-dimézi (Epithalame, poëme à l'occasion d'un mariage).

Un dimeziñ dereat he deus graet.

1850
Daveenn : GON.II pg déré, déréad (Elle a fait un mariage convenable, sortable).

Despailh eo ganti dimiziñ.

1850
Daveenn : GON.II pg despal (Elle a hâte d'être mariée).

dimeziñ

1850
Daveenn : GON.II pg dimizi, dimézi, démézi (Mariage, union légale d'un homme et d'une femme. La solennité des noces. Fiançailles, promesse de mariage).

dimeziñ

1850
Daveenn : GON.II pg dimizi, dimézi, démézi (Mariage, union légale d'un homme et d'une femme. La solennité des noces. Fiançailles, promesse de mariage), eûred, eûreûd, priédélez

dimeziñ

1850
Daveenn : GON.II pg dimizi, dimézi, démézi (Mariage, union légale d'un homme et d'une femme. La solennité des noces. Fiançailles, promesse de mariage).

dimizioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dimizi, dimézi, démézi (Mariage, union légale d'un homme et d'une femme. La solennité des noces. Fiançailles, promesse de mariage. Pl.)

Dleet eo d'ar Varzhed 'n em enoriñ, en dimeziñ hag er marv, en eurvad pe en un dizeur bennak ; da lavarout eo en kement digouezh enorus a c'hoarvez ganto.

1909
Daveenn : REZI p.18

Bezañ ez eus a-hend-all war-zu ar sav-heol, ur vammvro all, hini hon enebourien: Bro-C'hall, pehini, goude laerezh Dugelezh dishual hon tadoù dre un dimeziñ rediet, heuliet gant ur c'hontrad, rediet ivez hag ouzhpenn-se torret da c'houde, a dalc'h ac'hanomp abaoe 1491, 1532, ha 1793 en ur sklaverezh dismegañsus gwashoc'h-gwazh.

1911
Daveenn : PSEP p V

Hec’h eureujiñ a reas, hag eus an dimeziñ-se eo e voe ganet Keltos (2).

1923
Daveenn : SKET p.32

Un dimeziñ a oa da vezañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.118 « Geriadurig », "Un mariage devait avoir lieu".

— Dilezel ur paotr yaouank evel Erwan, ur martolod eveltañ, ken disheñvel diouzh marc’heg kozh Kervarker !… a lavare ar vartoloded, bodennet dindan ar wezenn-dilh evit kuzuliañ diwar-benn dimeziñ Janedig.

1925
Daveenn : BILZ2 p.155

oad dimeziñ

1931
Daveenn : VALL pg age (nubile, viril)

Un dimeziñ ne oad ket e gortoz anezhañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.167

Daou vugel a oa bet, hi, itron Ar Braz, deuet Bretonez dre he dimeziñ, hag ur breur, Bertrand, a oa distroet da Gristiana -Oslo-, da genderc'hel kenwerzh koad e dud-kozh.

1944
Daveenn : EURW.1 p44

Lidet e voe hon dimeziñ gant an Tad Libercier, person ar barrez c’hall, un Dominigad anezhañ hag eñ gwall-gozh [gwall gozh].

1955
Daveenn : VBRU p.55

War-lerc'h he doa fardet Kathrine ur babig gant Helge, ha pa oa bet torret an dimeziñ e oa bet hini pe hini anezho gant un darempred, un avantur pe un istor karantez gant unan bennak.

2023
Daveenn : DREAM p.34

Notennoù studi

Hervez GON.II e veze distaget ar ger-mañ "diméhi" pe "diméi" e Bro-Wened e 1850.

Ofis publik ar brezhoneg