Prestik goude e servij, e voent dimezet, hag ez ejont da chom da Bariz.
Sebezet e vanfe moarvat o lenn kement-mañ, rak n’eo ket ganti ez on bet dimezet, gwech ebet n’am eus graet dezhi al lez, ha goude se n’eo bet evidon na muioc’h na nebeutoc’h eget holl verc’hed all ar bed-mañ.
C’hoant bras hon divije bet da chom kalz pelloc’h c’hoazh e Fort-de-France, dreist-holl neb en devoa kavet ur wreg diouzh e c’hrad, ur wreg ma ’z oa dimezet ganti, evel ma lavarer, e penn ar bern plouz, un Doudou du pe vrizhwenn hag a rae evit he faotr kement tra en he galloud evit ur bennozh Doue : kannañ e gouez (1), aozañ e voued sasunet gant pebr ruz, jinjebr, avaloù-pebr ha me oar peseurt temz an diaoul (kement ha ken bihan ma veze dalc’hmat gwad ar paour kaezh o virviñ en e wazhied) hag evel[-]just deiz ha noz e tizkoueze d’he gwaz pegen start e oa karet ganti.
Hemañ ne rae nemet koll arc’hant a-hed ar bloaz, hennezh a blege dindan ur sac’had dle ; daoust ha ne oa ket henhont o paouez adober toenn e garrdi, ha ne felle ket d’eben prenañ ur vuoc’h pe ziv evit he merc’h nevez[-]zimezet ?...
Stok ouzh hon ti, met a-rezad an douar, diouzh tu kêr, ez eus un ti all giz ar vro -met an ti-se ne oa ket el lodenn bet feurmet deomp-, en ti-se ez eus ur familh o chom, an tad, hag a ra ar vicher galvez, a zo ur mpongwe eus ar vro, met dimezet e oa gant ur plac'h a ouenn itsogo, tri bugel o deus, teir flac'hig.
Nevez-dimezet ha ganet ur verc'h dezhañ e kemeras annez e Barselona hag ober a reas e Yann-e-vil-vicher : skrivagner-tasmant ha troer en un ti-embann.
"Honnezh a zleje bezañ dimezet da'm zad," a lavar din Koula pa erruomp er solieradur kentañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dimeziñ