Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
175
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. 1. (db. an dour) Bezañ, mont birvilh ennañ. Didrouz ha lizidour e virvilh an dour. DHS. birviñ. 2. (db. an dud) Mont ha dont, difretañ. Krog int da virvilhan. & Dont da vezañ entanet gant ub., udb.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

Gwragez ha merc’hed ar bourk a deue eno, brav an amzer anezhi, war bord ar mor, da vesa o re vras, krennarded, pere a weled o c’hoari du-hont war an traezh : darn anezhe a rae stamm, darn all a wrie, ha ret eo din hen lavaret pa eo gwir, holl e teuent eno da gaozeal, da virbilhat, ivez da glufaniñ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

Ar saon, ur saon don o zispartie : en he c’hreiz, a-dreuz ar pradeier, ur wazhennig dour bev ha seder a virbilhe, a c’hoarie gant ar yeot glas, gant an aozilh, ar sekrep hag ar gwial, en disheol ar gwez pupli, ar gwern, an haleg hag ar c’helvez, dindan kroz an avel en delioù, adalek Kergoualc’h betek Mengi hag ar Vouilhenn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.116

birvilhañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg birvilh

birvilhat

1927
Daveenn : GERI.Ern pg birvilh

birvilhet gant

1931
Daveenn : VALL pg animé (d'un sentiment)

birvilhet eus

1931
Daveenn : VALL pg animé (d'un sentiment)

birvilhañ

1931
Daveenn : VALL pg s'agiter (au moral), animer (exciter le courage, etc)

Un tu bennak, du-se, eeun dirazañ e virvilh dour difonn ar stêr Ebro en he naoz meinek.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Salv e vefe ac'hanon-me da gefrisa ! - O ! o ! a droc'he ar breur Arturo, o virvilhañ. Arabat ! arabat !... Va danvez-pried-me n'eo ket eus ar Bed-mañ. Va muiañ-karet-me ne c'hell bezañ ha ne vo nemet Hor Mamm Santel an Iliz.

1949
Daveenn : SIZH p.57

Ma teu deoc'h sellout pizh neuze e welit o virvilat war gement skourrig ha war gement korzennig a zo en-dro deoc'h, merien bihan-bihan, ruz-sklaer o liv.

1985
Daveenn : DGBD p130

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial