bervet gant an youl
bervet
Diouzh ar mintin, en dervezh-se zoken, edo oc’h evañ en e di, gant e ganfarded, gwin laeret diwar-goust e nesañ, oc’h en em veuliñ, oc’h en em bompadiñ n’en doa ket Loull ar Bouc’h e bar war ar beg-douar-mañ, rak ar gwin a lakae ar gwad da sevel d’e benn, hag e galon da c’hwezañ gant an ourgouilh, evel ma c’hwez ar podad laezh lakaet da virviñ war an tan.
an dour a verv
birvi
Pe marteze, n’en doa ket komprenet e oa boued e lec’h all, evel ma oa e Karreg-al-Louarn, en amzer ma oa yac’h tud an ti, kig e-leizh an daol ha logod o virviñ ?
Dilevenez e oa e zremm ; e ziabarzh, avat, a verve ennañ buhez ar spered, an hini nemeti a dalve, hag al levenez digemmesk.
C’hoant bras hon divije bet da chom kalz pelloc’h c’hoazh e Fort-de-France, dreist-holl neb en devoa kavet ur wreg diouzh e c’hrad, ur wreg ma ’z oa dimezet ganti, evel ma lavarer, e penn ar bern plouz, un Doudou du pe vrizhwenn hag a rae evit he faotr kement tra en he galloud evit ur bennozh Doue : kannañ e gouez (1), aozañ e voued sasunet gant pebr ruz, jinjebr, avaloù-pebr ha me oar peseurt temz an diaoul (kement ha ken bihan ma veze dalc’hmat gwad ar paour kaezh o virviñ en e wazhied) hag evel[-]just deiz ha noz e tizkoueze d’he gwaz pegen start e oa karet ganti.
Ha birviñ a rae ar vuhez a bep tu, neizhioù laboused a gaved a-ispilh ouzh ar plant troell, met ivez neizhiadoù gwesped, hag a veze peurvuiañ en uhelder ho fri, ur riskl deoc'h eta da vezañ flemmet, gant un dra vat koulskoude ne veze nemet un nebeud bihan a loened e pep neizh.
Ganet diwar ar c'hoñvers, e verv ennañ ar vuhez pa vez kresk war briz an okoume, hag e koazh pa rank an droc'herien souzañ pe dec'hout dirak an diskar-briz, pa vez karget skiberioù bras Europa.