a-benn
Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deuomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed"
O welet en ur park ur goulm all o tebriñ, an tremeniad war yun ha digor e galon a ya di da welet; e-pad ma torr e naon ez eo paket war rikl en un toullad lasoù stignet e-touez an ed : ne oa ket kre ar stignoù; rak o skrabat a-bep-eil, o c'hoari endra c'hell, gant e veg, gant e dreid ha gant e zivaskell e teu, hep re a boan, a-benn d'em ziluziañ.
dont a-benn eus
dont a-benn dioutañ
dont a-benn a
a-benn
Goulc'hen, ar Paganad, a oa ur marvailher. E deod a yae en-dro kel lijer hag ur vilin-baper. Ne baoueze ket da'm goulennata : "Hag an dra-mañ ?... Hag an dra-se ?... Hag an dra-hont ?... En diwezh, e c'houlennas : - Penaos 'ta, Yann, out deuet a-benn da c'houzout ar pezh ec'h eus lavaret din bremaik, peogwir n'out ket bet morse, kennebeut ha me, e bro ar Vokoed.
mont a-benn da
dont a-benn da ober
dont a-benn outo
dont a-benn eus
— « Petra ’c’hoarvez ganeoc’h, Job, gant ho tri mil ?… N’eo ket evel-se e teuimp a-benn eus hon taol. »
Deuet e oamp zoken da sevel kenetrezomp ur seurt « breuriezh » dizalc'h, o tiwall ouzh evezh ar vestroù muiañ ma c'hellemp, o kuzhat outo er c'hornioù teñvalañ, o kemerout an tec'h e-pad ar baleadegoù evit mont da zibriñ bara amann ha da evañ jistr er mereurioù, en ur ger, ur vandenn baotred amsent, ne oa ket tu da zont a-benn anezho dre vrav.
Ober a ra ul lamm. Ha diskenn a ra, en ur pennad tizh, gant an diri. Ma voe darbet dezhañ mont a-benn, en ur c'horn-tro, en Tad Frederico, sonnañ ha parfetañ den a oa. Ma krizas hemañ e dal diwar e feuk.
–…Ar Vaouez ? Ijinusañ skoazellerez an Toueller da gas ar Bed da goll… Skoazellerez an Diaoul an hudurañ, enebourez priziusañ vertuz mab-den, ar c’hlanded… Vas iniquitatis, puñs ar c’hadaliezh… Bez gwenn ha flamm e ziavaez, ha brein e ziabarzh : dont a ra a-benn da wiskañ hetus ar Pec’hed Hudur !
Ne weler netra da gentañ ; dre forzh teuler evezh e teuer a-benn koulskoude da c'houzout e vezit taget gant ur ouenn gelien divaskell hir, rouz-teñval o liv.
Ar peurrest eus ar familh, ha Fanis da gentañ, a glask lakaat anezhi war he zu gant usreerioù a-seurt gant "al loc'hañ eo an diaesañ, Katerina" pe "dre forzh poaniañ eo e teuer a-benn", met Katerina ne seblant ket bezañ kendrec'het.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
a-benn