Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (dirak un ak., un adv. a dalvez da aroueziñ ur mare, ur pennad amzer) [1659, 1732, 1850, 1904, 1927, 1931, 1941, 1985] Ger a dalvez d'ober anv eus un termen ma c'hoarvez udb., ma reer udb., eus un termen ma tle, ma rank udb. bezañ graet. [1659] Disul a-benn eizhteiz. [1659] Hiziv a-benn sizhun. [1732] A-benn pemzektez. [1732] A-benn nemeur goude-se : nebeut amzer war-lerc'h. [1732] A-benn tri bloaz ac'hanen. A-benn an devezh war-lerc'h. A-benn an eil gwech. A-benn kentañ tro e teuin. A-benn an noz, a-benn kuzh-heol. A-benn disadorn en abardaez. A-benn dilun penn-sizhun. A-benn warc'hoazh. A-benn antronoz. A-benn pegoulz ? A-benn daou zeiz, [1927, 1931] A-benn (ur) bloaz, a-benn miz hanter. En deiz-mañ a-benn daou viz. A-benn un nebeud deizioù. [1931] a-benn daou zervezh. [1931] A-benn dizale, [1927] a-benn nebeut, a-benn nemeur. A-benn daou vloaz goude, goude-se, war-lerc'h. A-benn pemzektez diwar hiziv. A-benn bloaz devezh-ha-devezh, d'ar c'houlz-mañ. [1927] A-benn tri deiz amañ. A-benn pegeit (ac'hanen) ? [1985] Diwezhat goude koan e kemeromp penn hon hent, e doare bezañ degouezhet a-benn gouloù-deiz. [2013] A-benn diwezh ar c'hantved. & [1927] A-benn bremañ : e-korf ar mare a gas da vremañ. & [1931, 2013] A-benn neuze : d'ar mare a reer anv anezhañ. [2013] Aet e oa ar chanter da vezañ a-benn neuze dindan al levezon saoz-ha-norman. & A-benn diwezhatoc'h, [1927] a-benn goude : diwezhatoc'h. & A-benn an diwezh, [1944, 2012, 2015] a-benn ar fin : e dibenn ar prantad-mañ-prantad. [1944] A-benn ar fin e oa disklêriet din ar wirionez : div bobl a veve en departamant « Côtes-du-Nord », unan er c'huzh-heol hag eben er sav-heol, ar re gentañ a oa Tregeriz ha Kerneviz, hag ar re all a oa Breiziz « Gallo ». A-benn ar fin en doa sentet. [2012] Dre aze e voe degemeret a-benn ar fin. & Trl. estl. A-benn ar fin ! : koulskoude ! Mat eo a-benn ar fin ! & A-benn goude : diwezhatoc'h. & Trl. skeud. Mirout udb. a-benn antronoz : arboellañ e-keñver an ezhommoù da zont. 2. (dirak gwech) [1659, 1927] Dre. [1659] A-benn teir gwech. 3. Trl. [1927, 1931] A-benn brec'h : diwar-bouez e vrec'h. Sevel udb. A-benn brec'h. & [1927] A-benn karantez Doue : en anv Doue, abalamour da Zoue. II. (dirak un av.) 1. (oc'h ober anv eus ur pal) [2016] Evit. Ober e renkoù a-benn mont en hent. [2016] Ne oa ket pell a-benn kavout toull ar straed. 2. (oc'h ober anv eus un abeg) A-barzh. Bez' e ranker bezañ laer a-benn ober traoù evel-se. III. Tr. Ar. (dirak un ak.) [1904, 1931] A-BENN DA 1. A-enep (d'un nerzh naturel bennak). [1904] A-benn d'an avel. Delc'her ur vag a-benn d'an avel. Bezañ, roeñvat a-benn d'an dour. 2. (db. ar bagoù) Lakaat ur vag a-benn d'an aod : he lakaat war ar sec'h, he staon troet war-du an douar.

Skouerioù istorel : 
103
Kuzhat roll ar skouerioù

a-benn teir gwezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (iusques a trois) fois

hiriv a-benn sizhun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (d'auiourd'huy) en huit iours

Disul a-benn eizhtez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Dimanche (en 8. iours)

a-benn pemzek deiz

1732
Daveenn : GReg pg (au) bout (de 15 jours)

disklêriañ e justis ur re bennak desfailh goude bezañ bet a-benn teir gwech asinet

1732
Daveenn : GReg pg contumacer

a-benn, e-tro gouel an Hollsent kentañ

1732
Daveenn : GReg pg devers (la Toussaint prochaine)

a-benn kal-ar-goañv

1732
Daveenn : GReg pg devers (la Toussaint prochaine)

a-benn daou zeiz

1732
Daveenn : GReg pg (après) demain

An astrolojianed o devoa bet diouganet e faos un diluj jeneral a-benn ar bloaz mil pemp-kant ha pevar-ugent.

1732
Daveenn : GReg pg (les Astrologues predirent faussement un) deluge (universel pour l'année 1514)

a-benn ur blez

1732
Daveenn : GReg pg dans (un an)

a-benn ur bloaz

1732
Daveenn : GReg pg dans (un an)

dindan pegeit amzer ?

1732
Daveenn : GReg pg dans (combien de tems ?)

a-benn nemeur goude-se

1732
Daveenn : GReg pg a (quelques jours de là)

a-benn nebeut goude

1732
Daveenn : GReg pg a (quelques jours de là)

a-benn tri bloaz ac'hann

1732
Daveenn : GReg pg (d'icy) à (trois ans)

Me a zistroy a-benn un eur.

1732
Daveenn : GReg pg heure (Je reviendrai dans une heure.)

pe a-benn keit ?

1732
Daveenn : GReg pg dans (combien de tems ?)

a-benn pegeit amzer ?

1732
Daveenn : GReg pg dans (combien de tems ?)

pe a-benn peur ?

1732
Daveenn : GReg pg dans (combien de tems ?)

Yac'h a vezo a-benn nebeut amzer.

1732
Daveenn : GReg pg guérir (Il guérira dans peu.)

E yec'hed en devezo a-benn nebeut.

1732
Daveenn : GReg pg guérir (Il guérira dans peu.)

a-benn

1732
Daveenn : GReg pg dans (préposition de tems)

a-benn pe eur ?

1732
Daveenn : GReg pg dans (combien de tems ?)

a-benn

1732
Daveenn : GReg pg dans (préposition de tems), devers (préposition relative au tems)

a-benn nemeur

1732
Daveenn : GReg pg bientot (dans peu de tems)

da benn ur miz ec'h euredint

1850
Daveenn : GON.II pg eûrédi, eûreûdi

A-benn ur bloaz em gwelot.

1850
Daveenn : GON.II pg a-benn (Vous me verrez dans un an / au bout d'un an).

a-benn dek vloaz ac'hann

1850
Daveenn : GON.II pg dék, dég

dizeliañ a ray ar gwez a-benn nebeut

1850
Daveenn : GON.II pg dizelia

a-benn

1850
Daveenn : GON.II pg a-benn ou abenn (Dans), table des Prépositions composées, "dans l'espace de".

Dont a reot a-benn anezhi.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, (Vous en (d’elle) viendrez à bout).

A-benn an deiz kentañ eus ar bloaz ez in d'ho kwelout.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, (J’irai vous voir au premier jour de l’an).

A-benn hanternoz e vezint distroet.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, (Ils seront de retour à minuit).

A-benn un devezh bennak goude-se

1850
Daveenn : GON.II p.90, livre second, (A quelques jours de là).

Ur sae nevez am eus ezhomm a-benn an eureud.

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, (Il me faut un habit neuf pour la noce).

Dont a-benn eus a un dra.

1850
Daveenn : GON.II pg a-benn (Venir à bout d'une chose).

Pegoulz e teuy a-benn eus a galon an den, / Da ziskouez d'e spered, gant traoù ar bed-mañ[,] dall, / Ned eo ket an amzer bremañ evel gwechall ?

1867
Daveenn : MGK p119

Bremañ hep karantez / Kalz a dud a zimez, / Hag a-benn daou zervezh / Ma vez bet an eured, / Bagig an daou bried, / Gant arnev ha gwall vor, o tont da zisturiañ, / A sko oc'h ar c'herreg hag a ya d'ar oueled.

1867
Daveenn : MGK p58

A-benn ur pennad, e skuizhjont hag e lakajont an arched war an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.32

A-benn teir eur goude kreisteiz, e oa kollet a wel gant an holl, ha den ne soñjas mui enni.

1877
Daveenn : EKG.I. p.218

A-benn an noz war-lerc’h e oa kavet ur vag ha martoloded a feiz hag a galon evit kas an Aotrou’n eskob da enezenn Jerze a zo d’ar Saozon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.27

Ned aent ket d’ar gêr, rak a-benn un hantereur pe nebeutoc’h, e kouezhent adarre warnomp, ha, kuzhet evel er gwechoù all, a-dreñv ur c’hleuz pe e-kreiz ur vojenn lann, e touarent ac’hanomp hep na c’hellemp ober droug bras dezho.

1877
Daveenn : EKG.I. p.312

Gant evezh mat ar vugale / A chelaoue komzo[ù] Doue / ‘Vit ma vije prest o c’halon / A-benn de[iz] ar gomunion.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

a-benn

1904
Daveenn : DBFV pg aben (dès le lendemain ; à la fin ; dans un mois ; garder pour demain ; venir à bout ; au bout de)

a-benn d'an avel

1904
Daveenn : DBFV pg aben (à pic ; terme de marine)

a-benn da

1904
Daveenn : DBFV pg aben (vers, dans la direction de)

Ret eo d'ar geder Awenez kaout a-du gantañ mouezhioù an hanter hag unan eus ar Varzhed bedet, a-benn bezañ digemeret Awenez.

1909
Daveenn : REZI p. 13

A-benn arc’hoazh n’ho pezo ken en ho penn ho teir rouanez, ho kwerc’hezed sakr, teir merc’h da Vatidonnos.

1923
Daveenn : SKET p.104

Un Aven-veur eo, dezhi kresk ha digresk, nemet da hesk a-benn hiziv n’ez eas nepred.

1923
Daveenn : SKET p.81 (+p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 81, lin. 5, e lec’h « n’ez eas » lenn « ne deas »").

Evit ar chatal, loened eus an dibab a oa anezho holl, dinamm, peurwenn, bet savet ha maget a-benn kefridi d’o c’hinnig dezho, war gwellañ peurvanoù ar vro.

1923
Daveenn : SKET p.61

Pa voen en-dro, a-benn nav bloaz, ne vane ken war sav peul ebet anezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.21

Argadennoù loened ferv a bep doare a renked dizarbenn, ha pobladoù-tud o tennañ d’ar gouennoù estren pe renavi, ar Sitoned, ar Skaled, an Ambroned, al Luged (Lugi), ar Veneted (Veneti), an Deutoned (Teutones), ar C’hutoned (Gutones), ar Semnoned (Semnones), ha meur a hini all c’hoazh a zo bet ankounac’haet an anvioù anezho a-benn hiziv.

1923
Daveenn : SKET p.139

Bep beure e kas anezho da gouronkañ er mor, ha setu perak en em gav, en deiz-se, e tevenn Abalos, gwisket gantañ an dilhad ma oa boas da wiskañ a-benn gouronkediñ ar c’harr, da lavarout eo un doneg divilgin start ouzh e gorf ha bragoù strizh ha berr o lezel e zaoulin ez noazh (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.58-59

A-benn un nebeud devezhioù, ho merc’h, itron, a vo yac’h-pesk.

1925
Daveenn : BILZ2 p.120

Daou vloaz, mamm Izabel !… A-benn an distro, Mad[a]len a vo plac’h yaouank. Ha Yannig ?… Ha Katellig ?… Ha c’hwi. mamm ?… Doue d’ho kendelc’her en yec’hed !

1925
Daveenn : BILZ2 p.182

a-benn tri deiz amañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg amañ

a-benn bloaz

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-benn (dans un an)

a-benn teir gwech

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-benn (par trois fois)

a-benn nebeut

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-benn

a-benn karantez Doue

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-benn (pour l'amour de Dieu)

a-benn goude

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-benn (plus tard)

a-benn ur bloaz

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-benn (dans un an)

a-benn breman

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-benn (déjà)

a-benn brec'h

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-benn (à bout de bras)

a-benn diwezhatoc'h

1931
Daveenn : VALL pg à2 (à plus tard)

a-benn, da, en

1931
Daveenn : VALL pg à2 (temps, âge)

a-benn daou zervezh

1931
Daveenn : VALL pg (au) bout (de deux jours)

a-benn bloaz

1931
Daveenn : VALL pg anniversaire

da-geñver an deiz-mañ (a-benn bloaz)

1931
Daveenn : VALL pg (à l')anniversaire (de ce jour)

a-benn bloaz

1931
Daveenn : VALL pg (au) bout (d'un an)

a-benn brec'h

1931
Daveenn : VALL pg (à) bout (de bras), (porter à bout de) bras

a-benn dizale

1931
Daveenn : VALL pg bientôt

mont a-benn ouzh

1931
Daveenn : VALL pg aborder (choquer)

a-benn neuze

1931
Daveenn : VALL pg alors (futur)

Ar re-mañ, ne voe ket un avañs dezho klemm, sakreal, "rebarbiñ" ; ober rankjent war o zroad, an hent da vont d'o chomlec'h nevez, ma ne zeuje karr ebet en-dro a-benn c'hwec'h eur diouzh ar paradez.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Gouzout a reomp a-benn bremañ ez eo liesneuziet strad ar mor.

1943
Daveenn : TNKN p12

A-benn ar fin e oa disklêriet din ar wirionez : div bobl a veve en departamant « Côtes-du-Nord », unan er c'huzh-heol hag eben er sav-heol, ar re gentañ a oa Tregeriz ha Kerneviz, hag ar re all a oa Breizhiz « Gallo ».

1944
Daveenn : EURW.1 p35

Evit dont gwelloc'h a-benn eus e daol, Vallée en doa aliet ur mignon bennak dezhañ a Vro-Dreger da skrivañ d'an Aotrou Delangle da waskañ war e du.

1944
Daveenn : EURW.1 p57

Gortoz a ris daou vloaz a-benn o embann ; d’am 20 vloaz just, ma levr kentañ a zeuas er-maez [sic, er-maez eus] gwaskoù Prud’homme, Sant-Brieg, war an anv « An Hirvoudoù ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.100

Ne oa c’hoazh nemet plantenn vresk, met « gant poan hag amzer a-benn a bep tra e teuer… ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.201-202

Ret e oa gortoz a-benn mont dirak ar bobl… ma vije marret ar park, ha ma ne vijemp ket frioù mic’hiek.

1944
Daveenn : EURW.1 p.206

War ar memes tro, e teski ar vicher a noter ganin, hag a-benn da 25 bloaz, e c’halli kemer ma lec’h.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

Pa vezi dimezet, e vezi anvet kentañ-kloareg, ha noter a-benn daou vloaz goude.

1944
Daveenn : EURW.1 p.210

A-benn daou vloaz, e soñjas e gerent na dalveze ket ar boan dispign arc'hant d'e skoliata, hag e voe digaset d'ar gêr d'ober ul labourer-douar evel e dud-kozh.

1944
Daveenn : EURW.1 p44

En em veskañ a rejont gant argoadiz, hag a-benn kant vloaz, e oant breizhekaet, nann hepken dre briadelezh ha dre wad, met ivez dre o anvioù, a zeuas da vezañ 'n ur dremen dre c'henoù kouerien Vreizh-Izel : JOFRENO ha goude-se JAFRENOÙ, ROPERZH ha goude-se ROPARZH ; GWINEMANN ha goude-se GWINEMANT.

1944
Daveenn : EURW.1 p8

Ar voereb a glaskas dindan ar pennwele, a dennas a-zindanañ alc’houez an armel hag a roas an alc’houez-se da Job en ur lavarout : — « Trist, trist eo ! » — « Ya, trist eo, » a respontas Lom. A-benn neuze, Job a furche en armel.

1944
Daveenn : ATST p.34

Lavaret he deus deomp bremaik ne c’hoantae gwelout den o tont war he zro, hag, a-benn bremañ, sur he deus prennet ha sparlet he dor.

1944
Daveenn : ATST p.39

Daoust da doull an nor bezañ hanterzismantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.

1944
Daveenn : ATST p.44-45

A-benn ar fin, Job a lavaras : — « N’omp ket evit chom amañ evel daou azen ; ret eo deomp mont war-du ur penn bennak, d’al laez pe d’an traoñ, da labourat start… Soñjit! Lom… hanter-kant lur eo koustet deomp evit tri devezh, ha n’em eus ket c’hoant da reiñ hanter-kant lur all a-benn fin ar sizhun.

1944
Daveenn : ATST p.106

Klañv e oant o-daou. [...] A-benn tri devezh, Job a oa pare.

1944
Daveenn : ATST p.132-133

Hor mammoù hor frealze, mes kaer o doa d'ober [sic, ober], an dour a groge da sevel d'hon daoulagad dija : petra 'vije 'benn emberr, ma zud keizh... pa vije ret dimp kousket an nozvezh kentañ er-maez ar gêr, en ur gwele kalet, e-kichen paotredigoù dizanvez... drouk marteze... ?

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Sellout a reas kurius, ouzh paotr e sae wenn, a chome en e sav dirazi, ha lavarout a reas, a-benn ur reuziad : - Penaos oc'h deut a-geid-all da ren ho puhez en ur gouent kastilhat ? Ne vourrec'h ket en ho pro ?

1949
Daveenn : SIZH p.45

Diwezhat goude koan e kemeromp penn hon hent, e doare bezañ degouezhet a-benn gouloù-deiz.

1985
Daveenn : DGBD p33

Er penn pellañ, ur rummad pazennoù o sevel betek un nor vourellet ruz ; dre aze e voe degemeret a-benn ar fin an Ao.Utterson e kambr-studi an doktor.

2012
Daveenn : DJHMH p43

An eil prantad sevel avat, roet lañs dezhañ e 1424, a vo tost peurgaset a-benn diwezh ar c'hantved.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

Deuet e oa Frañs da vezañ a-benn neuze ar Stad kreizennet ha jakobinour a anavezomp.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 19

Aet e oa ar chanter a-benn neuze dindan al levezon saoz-ha-norman.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 11

A-benn neuze eo deuet an den-se [an hini en deus poan] da vezañ "ailhedenn wan" ar strollad.

2015
Daveenn : DISENT p95

Goût a reont peseurt riskloù a zo war dachenn ar justis an taol-mañ, ha prest int da sammañ anezho evit ma cheñchfe an traoù, a-benn ar fin.

2015
Daveenn : DISENT p101

Pa oant bet erskrivet deomp a-benn ar fin e oa bet lavaret deomp en apotikerezh ne roent ken louzeier peogwir emañ hor c'hilezennoù en o dle hag e vije ret deomp paeañ diwar hon leveoù krennet.

2015
Daveenn : EHPEA p12

Penaos e vez evezhiet ha diwallet al lec'h : kameraioù, vijiled, porrastell a c'hallfe degas ur gudenn, kleier-galv, orjal-dreinek ha dorioù-tredan, troiadoù-evezhiañ ar boliserien, pegeit zo d'ar c'homiserdi tostañ evit gouzout an amzer ho po a-raok ma en em gavfe ar polis war al lec'h, pe, er c'hontrol, a-benn pegeit e teuy d'ho sikour ma trofe fall an traoù abalamour da enebourien feuls...

2015
Daveenn : DISENT p74

Ne oa ket pell a-benn kavout toull ar straed strizh war-zinaou a gase, tamm-ha-tamm gant he derezioù digompez, betek ti Daniel, e foñs ur roñchig.

2016
Daveenn : BARAB p194

A-benn neuze e oa aet an tren all dreistañ ha Kathrine a welas en tu all d'al linennoù magazennoù hag uzinoù divent, savadurioù divalav gwenn-azvelen pe louet, outo anvioù embregerezhioù morse gwelet ganti.

2023
Daveenn : DREAM p. 67

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial