Anezhi 'rejont goap; nemet re a beadra er parkeier ne oa. Deuet glas ar ganabeg, ar wennili ouiziek 'lavaras a-nevez d'al laboused disent, penn-skañv ha dievezh : tennit 'ta breunenn ha breunenn, ar pezh a sav war pep greunenn, pe ez afoc'h hep mar da goll, hep na chomo unan a gement ma'z oc'h holl.
Ar pezh a sellez 'vel treo santel, ar govizion, ar Pask, ha treo all, evit ar gelaouenn-se, n'eo [sic] nemet hunvreoù "klerikaled" pe Jezuisted ; hag ar pezh a zo un droug dirak da zaoulagad, 'vel laerezh mado ar c'houentcho, lakat un dorn skraper war beadra an ilizo, an treo-se-holl a zo un dra ret, un dra vat, diouzh klevet ar memes "Démocrate".
Evel ma ouzon dre anaoudegezh vat penaos Bilzig, eus e hanv Y. Tanguy, a zo bet ur paotr mat evit e vamm Izabel, evel ma eo bet atav evidon ur martolod mat hag un den a-zoare hag a skiant-vat, e fell din reiñ dezhañ va holl feadra evit hen skoazellañ, evit reiñ dezhañ ar sikour en devo ezhomm evit kendelc’her da vezañ un den fur, un den a vadelezh, evit ma teuio da vezañ ur gwaz, talvoudek d’e dud ha d’e vro.
Ar brud a oa en em skignet penaos an aotrou marc’heg, fritet gantañ e drantell e Roazhon pe e Pariz, en devoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penaos ar marc’heg, erru un tamm en oad, tremenet gantañ e hanter-kant vloaz, a oa deuet da Gervarker da ziskuizhañ, evit disternañ, evit erbediñ an nebeud peadra a oa manet gantañ war-lerc’h ar c’hartoù hag ar merc’hed.
Ho kabiten, va faotr, a garie [gare] ac’hanoc’h a-greiz e galon : roet en deus deoc’h e holl [b]eadra. Setu ar paper. Tri-c’hant skoed a zo er yalc’h-mañ : pep a gant da wragez an daou vartolod, kant all da Izabel evit he sikour da sevel he bugale, hag ar gwenneien all a [z]euio eus peñse ar c’hober a vo dit.
peadra
tud a beadra
hep peadra
Ar gwir hon eus da lakaat e brezhoneg anvioù-lec'h Breizh-Uhel, evel ma vez graet gant meur a hini, o vezañ m'emaint en hor bro, o vezañ ma 'z eo an anvioù-se ul lod eus hor peadra.
Mont da c'hoari kartoù, ma fell dezhañ bezañ rivinet, ra chomo avat hep c'hoari peadra e vestr !
Me, evit a sell ouzh an taolennoù, emaon en teñval-dall, met gant ar reizhiad diwall e kav din ez eus kuzhet ur brav a beadra eno. Emaon e soñj labourat war an daou vartezead-se.