Mestr ar soudarded, hag a yoa ur c’habiten, a savas d’ar solier, el lec’h m’oa chomet Paol hag Anna Roue, hag a c’houlennas gant un aer griz : — E pelec’h emañ Paol Inizan, perc’henn Lanzeon ? — Me va-unan eo, eme Baol. — A ! c’hwi eo ? Soudarded, diwallit mat an dorioù ; kavet eo va louarn ganen ; emañ-eñ amañ.
E-kreiz noz, diouzh m’emañ brud, pa vez an oabl o hinoniñ hag al loar o skediñ en neñv, e teu an anaon illur sebeliet eno er-maez eus o bezioù da analat ar gouyender dindan an amzer splann ; azezañ a reont a-strolladoù war gern ar c’hrugelloù hag e kenbrezegont laouen en ur arvestiñ ouzh an neñv hag ouzh ar mor (2).
Pa veze gwelet unan o tont gant an hent, e veze lavaret diouzhtu : an hini all n’emañ ket pell.
— « A ! feiz ! » a lavaras ar merc’hed gant ur figur tagnous, « ma emañ evel-se ar jeu, mat pell ’zo ! »
A ! moereb, emezo, evel-se emañ ar bed. Hiziv hoc’h eus mignoned e-leizh ; an deiz war-lerc’h, ar mignon a ya da vleiz.
Goude emañ Satanaz e goueled ar puñs, Satanaz gant e gerniel, gant e forc’h hag e zaoulagad ruz.
— « O! Lom penn peul, bremañ ne gredit mui en teñzor ?… » — « Eo, e teñzor Kastell ar C’hraneg. » — « Hag e hini ar voereb ? » — « Nebeutoc’h, evel just, peogwir eo diwallet mat. » — « Koulskoude hemañ a vo deomp hag hennezh all ne vo ket. » — « Hemañ a vo deomp ! Hum ! Aze emañ an dalc’h. »
Ha, dreist-holl, Lom, livirit emañ gwelloc’h ar voereb, ha ne fell ket dezhi gwelout den, na kar na par !
Yann ar Giouidig, avat, a oa aet klañv : — « Ha va bag ? ha va bag ? » — « Ho pag », eme Lom, kounnaret ivez, « a zo mat e-lec’h m’emañ. »
Warc’hoazh emañ ar [S]adorn, ha da Gastellin em eus da vont ; kerkent ha ma vezin distroet d’ar gêr, ez in, war an deiz, da gavout ar voereb, da lavarout dezhi al labour hon eus graet war ar stêr evit klask korf hon eontr…
Hag amañ emañ echu istor an ti satanazet, degouezhet e Lotei hanter-kant vloaz ’zo. ECHU
Bremañ emañ amzer ar moto, an oto, ar vilo, ar c’harr-nij, ar marc’h-du, ar marc’h-dre-dan. Evit ar marc’h pevarzroadek, ’m eus aon ne vo mui kavet implij dezhañ bremaik nag ouzh karr nag ouzh alar ; implij e ti er c’higer [sic, "e ti ar c’higer"], ne lavaran ket.
Er gwasked emañ war ribl ar stêr Aon a red he dour goustadik, evel gant keuz, war-du Kastellin.
— « Ganeoc’h, Job, emañ ar furnez an taol-mañ », a lavaras Lukaz.
— « Ya! n’eo ket evit padout gant ar sec’hed, » a lavaras ar vaouez a oa eno ; « glac’har en deus d’ar gwenneion n’en deus ket c’hoazh, aze emañ ar wirionez. »
Emañ an Naer skoachet dindan ar Vleunienn !...
- ...Er Bed, ma paot ar Vaouez, m'emañ ar Vaouez e darempred ingal gant an Den, eo peuraes dezhi stignañ he rouedoù...
N’oar ket re vat pe emañ oc’h huñvreal pe emañ e-kerz gwidreoù enebour mab-den.
Touch nemetken gant va dorn, touch ouzh ar vronn, netra ken ! Skrijañ a reas : - Eno emañ merk-digemmañ ar Vaouez.
Alchouez ar Skiant !... Anaout ar Vaouez, anaout ur vaouez, anaout Palmira !... Ganti emañ an diskoulm d'ar c'hevrin.
Bremaik, end-eeun, emañ ar « Capitula de Culpa ».
- Evel-se emañ kont gant ar garantez. Deut e oan, dre zegouezh, da lavarout ur bater da Werc'hez venniget ar Rozera. Ho kwelet am eus...
Ar Bed !... Eno, emañ ar Bed !... Lijour, frankiz, aer d'e skevent yaouank !... Ar Baradoz difennet !... Diwall !... Kentoc'h pondalez an ifern !...
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
emanaoudegezh