Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Renk en deus pep den er gevredigezh. Renket eo pep hini er gevredigezh diouzh an dere en deus. Kavout ur pried diouzh e zere. DHS. stad. 2. Dre ast., trl. E dere ub., diouzh dere ub. : diouzh e zoare, e c'hrad. Ne oa ket an amzer en e zere.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

dere

1850
Daveenn : GON.II pg séven

Ur plac'h yaouank, morgant-meurbet, / E devoa c'hoant kaout ur pried / Yaouank, fur, brav hag a-zoare, / Tomm e galon dioc'h he dere.

1867
Daveenn : MGK p55

D'an aotrou Doue lavar raje outañ lizher, / Ne rae forzh ouzh pe briz, gant ma vije 'n amzer / En e zere bemdez hag evel ma karje ; / Ma vije glav, sec'hor, dioc'htu ma c'houlennje.

1867
Daveenn : MGK p88

Evit gwir, ma karfen menegiñ anv hag oberioù rouanez a bep dere, tudoù-veur a bep meuriad, ne vefe ket a-walc’h d’un hevelep labour va holl vuhez war he hed, pegeit-all [bennak] hec’h astennfe an doueed !

1923
Daveenn : SKET p.140 (p.199 "Da reiz[h]a[ñ]" : P. 140, linenn diwez[h]a[ñ], goude « pegeit-all » staga[ñ] « bennak »).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial