Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Troc'hañ a dammoù. Didammañ ur wezenn evit ober keuneud. DHS. bruzunañ, diskolpañ, dispenn. 2. (db. an dilhad, ar c'hroc'hen) Lemel kuit un tamm. Didammet eo bet e vragoù gant ar c'hi. Gant an orjal dreinek eo bet didammet e viz. DHS. kignat, regiñ. 3. Dre skeud. Diframmañ udb. diouzh udb. all brasoc'h. Ur rannvro didammet bremañ eus a Vro-C'hall. Didammañ brud vat ub. : droukkomz anezhañ. HS. dispenn. II. V.g. Mont a dammoù. Harzañ udb. a zidammañ hag a gouezhañ.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

didammañ

1850
Daveenn : GON.II pg distamma ou didamma (Dépecer. Mettre en pièces, en morceaux. Découper).

didammet

1850
Daveenn : GON.II pg distamma ou didamma (Dépecer. Mettre en pièces, en morceaux. Découper. Part.)

Ne vezo ket diaes da zistammañ.

1850
Daveenn : GON.II pg distamma ou didamma (Il ne sera pas difficile à dépecer).

N'en doa ket ar c'hi bihan ezhomm ebet eus ur seurt kastell simant, divoas e stumm, gant din nev hag ur glouedenn : a-raok e veve en o zi hag emichañs e oa evitañ, da gaout e zour hag e voued, ur volenn gozh bennak hag ur plad didammet dindan ar fornigell gaz.

1992
Daveenn : EAZB p. 109

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial