Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Troienn a dalvez da c'heriañ ar c'hreskiñ a zerezioù bihan. Tamm-ha-tamm, en e amzer vak, en deus savet ur c'harrdi. HS. nebeut-ha-nebeut, taol-ha-taol.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

Pa n’o doa ken a saout, bevañ diwar gig gouez, gwrizioù ha frouezh a rankjont ober, a-skign amañ hag ahont dre diegezhioù kevre ebet kenetrezo ; war zisleberiñ ez ejont gant an dienez, oc’h ankounac’haat tamm-ha-tamm kement o doa desket digant o zadoù, kement a oa bet kelennet dezho gant an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.86-87

Endra ma lakae tamm-ha-tamm an traezh hag al lec'hid da uhelaat goueled ar mor er plegoù-mor ledan, ha ma oa damziverket eno an draonienn, e vane houmañ diatred e-lec'h ma veze skubet kuit ar gouelezennoù gant ur vorredenn bennak.

1943
Daveenn : TNKN p23

Ar skolaer, tamm-ha-tamm, a gemeras hardizhiegezh da sinañ e anv mat ; d'ar Sul 27 a viz Gwengolo e voe gwelet evit ar wech kentañ an anv F. JAFFRENNOU moullet war ur gazetenn ; ar paotr n'en doa nemet 17 vloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p57

Adalek div eur d'abardaez [sic] en em gave tamm ha tamm an dud, kozh ha yaouank, war alezioù Lok Maria, e-tal ar palez, en tu all d'an dour, skrivet bras warnañ : « Palais de Justice », gant e golonennoù uhel hag e doenn bik, meurdezus (!) pe bounner kentoc’h, e-giz ma tere d’ar justis evit derc’hel urzh vat ar re bras [sic] war an dud vunut, an tudoù kaezh.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 4

Un ergerzhadenn all a grogas neuze evit pellaat tamm-ha-tamm etrezek ar reter dre Mézières, Bouillon ha traonienn ar Semois, hep bezañ bet dispartiet diouzh ar re a oan bet boas outo a bell 'zo, brezhonegerien eus ar c'hentañ.

1985
Daveenn : DGBD p6

Pell 'zo e oa bet aezhennet trenkennoù ar gwin ; c'hwekaet e oa bet gant an amzer e liv impalaerel, evel ma pinvidika livioù gwerenneg un iliz ; ha ruzell ar pardaez klouar war winiegi ar pantennoù, er razarc'h, a oa darev da ziglorañ, ha da zispenn latar London. Tamm-ha-tamm ez habaskae an noter.

2012
Daveenn : DJHMH p48

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Daveenn : DISENT p58-59

Gantañ [feulster an ensavadurioù] e skuizh an nen tamm-ha-tamm, cheñch a ra an darempredoù gant an dud en-dro dezhañ, koulz hag ar mod en deus d'en em welet ha d'en em briziañ, ha diwar-neuze [diwar neuze] e vod da soñjal e[n e] amzer da zont.

2015
Daveenn : DISENT p61-62

Emaomp holl o cheñch tamm-ha-tamm, da lâret eo n'eus emzalc'h na savboent ebet a chomfe heñvel da viken.

2015
Daveenn : DISENT p28

Kregiñ a ra tamm-ha-tamm da welout penaos eo bet graet ar muntr.

2015
Daveenn : EHPEA p78

Ne oa ket pell a-benn kavout toull ar straed strizh war-zinaou a gase, tamm-ha-tamm gant he derezioù digompez, betek ti Daniel, e foñs ur roñchig.

2016
Daveenn : BARAB p194

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial