Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. E doare ma vez tammoù distag anezhañ. Kouezhet eo ar voger a-dammoù. & Trl. Lakaat udb. a-dammoù : ober tammoù anezhañ. Setu lakaet e blad a-dammoù. 2. [1944] Nebeut-ha-nebeut. DHS. a-bilhenn [1944] [H]e gwaz [a] oa ur c'honter-kaozioù lirzhin, hag ur "Gallo-Breton" a oa deuet a-dammoù, dre forzh gwelout diwezhatoc'h ma mignoned o tont en ti, da gaout ur seurt santimant broadel bennak.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

[H]e gwaz [a] oa ur c'honter kaozioù lirzhin, hag ur "Gallo-Breton" a oa deuet a-dammoù, dre forzh gwelout diwezhatoc'h ma mignoned o tont en ti, da gaout ur seurt santimant broadel bennak.

1944
Daveenn : EURW.1 p.138

Neb a veze bet feuket div pe deir gwech gant an oristal-se a dremene evel[-]just hep dont d'e di, hag a-dammoù laosket e veze da vouzhañ e-unan en e stal.

1954
Daveenn : VAZA p.62

A-benn ur pennadig e krogas ar volz iskis-se da zislivañ a-dammoù : treiñ a reas da vezañ mouk, ha damc’hlas evel ul lutig dare da vervel, met kerkent-all e flamminas adarre, gell-alaouret an dro-mañ gant bannoù a bep seurt liv hag a bep seurt stumm en he c’hreiz, gwech o vont en-dro evel skinoù ur rod karr, gwech strinket gant herr d’an nec’h, biroù tan o paouez bezañ diwareget, pe o kouezhañ goustadik er mor, hervez ma ra ar gwabriol e-kerz [e-kerzh] an hañv.

1954
Daveenn : VAZA p.173

Ofis publik ar brezhoneg