I.
(gant ur v.)
1. Kontrol.
Enep emaint.
2. Tr. adv.
En enep : kontrol.
En enep emaon. Aet e oant en enep.
3. Tr. adv.
En enep : er c'hontrol.
Bihan eo Pêr ; Yann, en enep, zo bras-kenañ.
4. Trl.
Deuet eo, ganet eo en enep : enep e izili.
II.
Stn.
1. (db. tuioù ar pezhioù danvez, ar follennoù, an dilhad)
Gin.
Tro an doubier war an tu enep. Lakaet ec'h eus da stammenn war an tu enep.
[1877] E-pad m’edo an Aotrou Poullaoueg o vont war-zu Larred, ar soudarded a zebre, a eve hag a lakae ar presbital war an tu enep.
ES. mat.
&
War enep : war an tu gin.
Ur sae war enep.
2. (db. lec'hiadur an traoù)
Zo rag-enep (d'udb.).
War an aod enep emañ o zi.
3. Kontrol.
Daou dra enep int. Gant un tenn enep e oa aet ar vell er pal.
&
Enep tra, an dro enep : ar c'hontrol.
Enep tra eo a c'hoarvezas. An dro enep eo zo gwir.
4. (db. ar breudoù)
Ar gevrenn enep : an den, ar stroll tud a eneber outañ.
Ma c'hevrenn enep.
5. Fall.
Aet ez eus un tamm kreun e toull enep e c'houzoug.
En aer enep emañ o zi : durc'haet eo d'an hanternoz.
&
(db. lec'hiadur ar bigi e-keñver an avel)
Bezañ en aer enep : bezañ a-dreñv ur vag all e-keñver al lec'h ma teu an avel.
E-pad m’edo an Aotrou Poullaoueg o vont war-zu Larred, ar soudarded a zebre, a eve hag a lakae ar presbital war an tu enep.
Epad m’edo an Aoutrou Poullaouec o vont varzu Larret, ar zoudarded a zebre, a eve hag a lakea ar presbital var an tu enep.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.209
Selaou, te, breur divat, / Breur difeiz ha diboell, / Krial a ra va gwad / Evel hini Abel, / Veñjañs en da enep, / A-enep da zisfeiz, / Betek tron an aotrou Doue.
Selaou, te, breur divad, / Breur difeiz ha diboell, / Krial a ra va goad / Evel hini Abel, / Venjanz enn da enep, / A enep da zis-fe, / Betek tron an Aoutrou Doue.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.248
Dont a ra an teir alarc’hez er mor, da c’houlou-deiz, o hirstrivañ da ziraez an aod enep.
Dont a ra an teir alarc’hez er mor, da c’houlou-deiz, o hir-striva da ziraez an aod eneb.
1923
Daveenn :
SKET
p.114
(1) [...] Ejiptiz, en enep, a oa gwriziennet don enno ar gredenn-se.
(1) [...] Ejiptiz, en eneb, a oa gwriziennet doun enno ar gredenn-ze.
1923
Daveenn :
SKET
p.72
Edo war e zistro davet e vag, gantañ daou zourgi war e skoaz, pa zeuas dezhañ mouezh Ambia ha Kinge a oa oc’h en em ziwiskañ war ar c’hlann enep.
Edo war e zistro daved e vag, gantan daou zourgi war e skoaz, pa zeuas d’ezan mouez Ambia ha Kinge a oa oc’h en em ziwiska war ar c’hlann-eneb.
1923
Daveenn :
SKET
p.134
Dre-se, n’int nepred na teñval, na moredus, na tavedek, hogen, en enep, heoliet-mat ha leun, e-doug an hañv, a vouderezh skrilhed ha geiz evned.
Dre-ze, n’int nepred na tenval, na moredus, na tavedek, hogen, en eneb, heoliet-mat ha leun, e-doug an hanv, a vouderez skrilhed ha geiz evned.
1923
Daveenn :
SKET
p.95
P’hel lavarfen e berr gomzoù, ne anavez Kreisteiziz eus ar garantez nemet ar perzhioù a zo izel, douarel, loenel, hag ez int dizanaoudek eus ar perzhioù a zo, en enep, uhel, neñvel, doueel, hag a zo ur gwir vad diouto o-unan d’ar baotred ha d’ar merc’hed a ouenn Vanos.
P’hel lavarfen e berr-gomzou, ne anavez Kreisteiziz eus ar garantez nemed ar perziou a zo izel, douarel, loenel, hag ez int dizanaoudek eus ar perziou a zo, en eneb, uhel, nenvel, doueel, hag a zo eur gwir vad diouto o-unan d’ar baotred ha d’ar merc’hed a ouenn Vanos.
1923
Daveenn :
SKET
p.100
Sevel en enep da red ur stêr
Sevel en eneb da red eur stêr
1924
Daveenn :
SKET.II
p.140 « Geriadurig », "Remonter le courant d’une rivière".
enep
-enep
1931
Daveenn :
VALL
pg adversaire, adverse
lec'h douar enep
lec'h-douar enep
1931
Daveenn :
VALL
pg antipode
kevrenn enep
kevrenn-enep
1931
Daveenn :
VALL
pg (partie) adverse
enep-kaer
1931
Daveenn :
VALL
pg antipode (tout à fait contraire)
Siwazh dezhañ ! ne oa ket evit ober un disterañ diskuizh, rak an dour a oa bras hag an tizh a vounte dalc’hmat ar vag war an tu enep.
1944
Daveenn :
ATST
p.108
Ar marc'hadourezh a vez c'hoant lestrañ a vez neuze diskennet ac'hano war skafioù diwar-bouez palankoù, stlejet betek al lestr ha karget adarre en hevelep doare ; hag evit kas en douar e vez graet hevelep tra war ar penn enep.
1985
Daveenn :
DGBD
p19
Ar plac'h en degemer a daol ouzhomp ur sell kurius hag enep war un dro hag a c'hortoz, diseblant he neuz, ma tostaimp outi.