Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Stn. (dirak un ak.) A. 1. (db. an traoù) Fall, poanius, dañjerus. An derzhienn-se zo ur gwall dra : dañjerus eo. Paket en deus ur gwall lamm. En hent-se ez eus ur gwall bleg. Klevet a ran trouz ar gwall vor : ar mor dirollet. Er bloaz-se hor boa bet ur gwall vloavezh. Pakañ ur gwall daol. [1877] Klaodina en em lakaas da gontañ dezhañ a-nevez ar gwall draoù a yoa en em gavet er gouent, hag, o klevet Klaodina o kontañ, e ouele adarre. [1898] An unnek eus ar miz-mañ, a zo marv en Kerborzh ur wreg, Skerenn he hanv, hag he devoa tapet ur gwall lamm un nebeud dei[zi]o[ù] a-r[a]ok. [1954] Aet e oa ar paour kaezh Biz Kamm da anaon er bloaz 'raok, tapet gantañ ur gwall gleñved, « an difluksion boitrin », hervez ma lavar Tregeriz [...]. & Trl. N'eo ket ur gwall afer : n'eus ket kalz a zroug. & Kaout ur gwall deod : bezañ techet da zroukkomz diwar-goust an nesañ. & Ober gwall vuhez d'ub. : e heskinañ, bezañ tenn outañ. & Tennañ da wall fin, d'ur gwall fin. & (db. komzoù an dud) Kemer udb. a wall berzh : e gompren evel pa vefe lavaret gant ub. zo enep dezhañ. & Dre wall hent : dre an hent fall. Danvez deuet dre wall hent. 2. (db. an dud) Drouk, feuls. N'eo ket ur gwall vugel. Ur gwall blac'h, ur gwall baotr. [1924] Ret eo delc’her reut war ar paotr, pe e teuio da vezañ ur gwall den evelato. 3. Bras, spontus. Me a wel gwall brez warnoc'h. Ur gwall zevezh am eus da ober. [1850] N'eo ket ur gwall zroug. [1950] Ur gwall arnev a zo bet dec'h. [1954] « Ur gwall zevezh am eus bet, emezañ, faezh on gant ar gozhni hag al labour, ha neuze… ha neuze ne dalv ken ar boan ». B. Dre eilp. Dreist, dispar. Paotred Lokemo zo gwall vartoloded. Ur gwall labourer eo hennezh.

Skouerioù istorel : 
89
Kuzhat roll ar skouerioù

gwall egzampl

1659
Daveenn : LDJM.1 pg scandale

gwall

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mauuais

gwall sonioù

1732
Daveenn : GReg pg (mauvaises) chanson(s)

gwall aelez

1732
Daveenn : GReg pg genie (Genie : mauvais genie, ou mauvais esprit.)

gwall heñchoù

1732
Daveenn : GReg pg (de mauvais) chemin(s)

kemer gwall akustumañchoù

1732
Daveenn : GReg pg contracter (de mauvaises habitudes)

ar gwall ael

1732
Daveenn : GReg pg genie (Genie : mauvais genie, ou mauvais esprit.)

Dibaot den en deus gwall renom, / Na vez klouar, ma nad eo tomm.

1732
Daveenn : GReg pg fumée (Il n'y a point de fumée sans feu : phrase proverbiale.)

Ar govesion a zeu da varn ar goustiañs : hag al lez a zeu da varn ar gwall gomportamañchoù patant.

1732
Daveenn : GReg pg for (Le for interieur est le Tribunal de la Confesion : le for exterieur, celui des Magistrats.)

Ar govesion a zeu da varn ar goustiañs hag al lez a zeu da varn ar gwall gomportamañchoù aznat.

1732
Daveenn : GReg pg for (Le for interieur est le Tribunal de la Confesion : le for exterieur, celui des Magistrats.)

kaout ur gwall echu

1732
Daveenn : GReg pg fin (Faire une mauvaise fin.)

ober gwall fin

1732
Daveenn : GReg pg fin (Faire une mauvaise fin.)

gwall fin

1732
Daveenn : GReg pg fin (Mauvaise fin.)

gwall echu

1732
Daveenn : GReg pg fin (Mauvaise fin.)

gwall jestroù

1732
Daveenn : GReg pg action ( trop libre).

gwall jestraouer

1732
Daveenn : GReg pg action (celui qui fait des actions trop libres)

Gwall aer a zo eno.

1732
Daveenn : GReg pg air (L'air y est malsain).

gwall jestr

1732
Daveenn : GReg pg action ( trop libre).

gwall avantur

1732
Daveenn : GReg pg (triste) aventure (voyez mal-aventure)

gwall vividigezh

1732
Daveenn : GReg pg (mauvaises) mœurs

gwall alanadoù

1732
Daveenn : GReg pg halenée (De mauvaises halenées.)

renoñsiñ d'e wall inklinasionoù

1732
Daveenn : GReg pg abnegation (terme de dévotion)

un den a wall [z]egemer

1732
Daveenn : GReg pg (un homme de difficile) abord

bugale vat ha gwall vugale

1732
Daveenn : GReg pg (de bons, & de méchans) enfans

rentañ ar c'hrim dibuniz dre e wall egzampl

1732
Daveenn : GReg pg autoriser (le crime par son exemp)

ar gwall inklinasion eus ar c'hig

1732
Daveenn : GReg pg (la concupiscence de la) chair

Ho preur en deus ur gwall baotr.

1850
Daveenn : GON.II p.64, "Votre frère a un méchant garçon".

Ur gwall varn en deus douget.

1850
Daveenn : GON.II pg barn (Il a rendu un jugement injuste).

Gwall vlank eo an den yaouank-se.

1850
Daveenn : GON.II pg blañk (Ce jeune homme est bien délicat, bien faible).

Ar gwall voaz-se ho taono.

1850
Daveenn : GON.II pg daoni, daouni (Cette mauvaise habitude vous damnera).

Un daskor gwall hir en deus bet.

1850
Daveenn : GON.II pg daskor, dakor (Il a eu un fort long vomissement).

Gwall ziforc'h eo deuet gant ar vrec'h.

1850
Daveenn : GON.II pg diforc'h (Il est devenu bien laid, bien difforme par la petite vérole).

Ur gwall ziougan eo.

1850
Daveenn : GON.II pg diougan (C'est un mauvais pronostic).

Gwall zister eo ar mezher-se.

1850
Daveenn : GON.II pg dister (Cette étoffe est bien mesquine, de peu de valeur).

Un den a wall zremm em eus kavet war an hent.

1850
Daveenn : GON.II pg dremm (J'ai trouvé sur la route un homme de mauvaise mine).

gwall

1850
Daveenn : GON.II pg drouk, droug, fall, gwall (mauvais. méchant. malin. nuisible. pernicieux).

ar gwall aelez

1850
Daveenn : GON.II pg éal, el (les mauvais anges, les démons).

Ur gwall aer a zo amañ.

1850
Daveenn : GON.II pg éar (Il y a un mauvais air ici).

Gwa da neb a zo a wall vro.

1850
Daveenn : GON.II pg gwâ ou gwâz (malheur à qui est d'un mauvais pays).

Ur gwall den eo.

1850
Daveenn : GON.II pg gwall (C'est un mauvais homme, un méchant homme).

gwall deod

1850
Daveenn : GON.II p.7 introduction, "mauvaise langue"

gwall baotr

1850
Daveenn : GON.II p.7 introduction ; "méchant garçon"

gwall vab

1850
Daveenn : GON.II p.7 (méchant fils).

gwall wilioud

1850
Daveenn : GON.II p.7, introduction ; "accouchement malheureux"

gwall c'her

1850
Daveenn : GON.II p.7 introduction, "méchant mot"

gwall zen

1850
Daveenn : GON.II p.7; introduction, "méchante personne"

gwall gomz

1850
Daveenn : GON.II p.7, introduction, "mauvaise parole"

Gwall varn

1850
Daveenn : GON.II p.7, introduction, "jugement cruel"

Gwreg Pêr a zo ur gwall vaouez.

1850
Daveenn : GON.II p.62, "La femme de Pierre est une méchante femme".

Ur gwall varv en deus bet.

1850
Daveenn : GON.II p.63

Ur gwall arnev a zo bet dec'h.

1850
Daveenn : GON.II pg arné (Il y a eu un fort orage hier).

ober gwall implij eus a un dra

1850
Daveenn : GON.II.HV pg implich (faire mauvais usage d'une chose).

N'eo ket ur gwall zroug.

1850
Daveenn : GON.II pg drouk, droug (Ce n'est pas un grand crime).

gwall alanadoù

1850
Daveenn : GON.II pg alanad (de mauvaises halenées)

Digorit ho spered ha taolit evezh mat, ez eus ur gwall arnev warnoc'h hoc'h horjellat.

1867
Daveenn : MGK p3

Bremañ hep karantez / Kalz a dud a zimez, / Hag a-benn daou zervezh / Ma vez bet an eured, / Bagig an daou bried, / Gant arnev ha gwall vor, o tont da zisturiañ, / A sko oc'h ar c'herreg hag a ya d'ar oueled.

1867
Daveenn : MGK p58

Evel-se eo ez a da goll / Ar garantez dre ar bed-holl, / Ha, gant karantez ar galon, / E kouezh pep vad en ur mor don / Ne zislonko, gant an amzer, / Nemet pense dioc'h ar reier, / Nemet kleñved divronn estren, / Nemet alies danvez gwall den, / Danvez gwreg fall, danvez muntrer / Digant magerez deut d'ar gêr.

1867
Daveenn : MGK p.135

Ur gwall bennad e kave dezhañ e ranke gedal hag e tigoras ar gambr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.14

Klaodina en em lakaas da gontañ dezhañ a-nevez ar gwall draoù a yoa en em gavet er gouent, hag, o klevet Klaodina o kontañ, e ouele adarre.

1877
Daveenn : EKG.I. p.49

— An traoù-se ne sellont ket ouzhin-me. N’eus ket gourc’hemennet din lavaret deoc’h perak on deuet d’ho kerc’hat, n’em eus ken urzh nemet d’ho kas da brizon Lesneven. Evelato e c’hellan lavaret deoc’h oc’h tamallet diwar-benn gwall draoù. Klevet [e]m eus lod anezho gant ar jeneral Canclaux, a ra stad bras ac’hanon.

1878
Daveenn : EKG.II p.61

— Ha neuze ur gwall dra all a zo c’hoazh war ho kont. Ne nac’hot ket oc’h aet da gred evit an Aotrou Borgn de la Tour, eus a vaner Keraouell, rak kement-se a zo skrivet zoken war baperoù ti-kêr Gwinevez ?

1878
Daveenn : EKG.II p.65-66

An unnek eus ar miz-mañ, a zo marv en Kerborzh ur wreg, Skerenn he hanv, hag he devoa tapet ur gwall lamm un nebeud dei[zi]o[ù] a-r[a]ok.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

gwall

1909
Daveenn : BROU p. 247 (mauvais; il est curieux que ce mot soit employé comme superlatif. Il est employé aussi bien en bonne qu'en mauvaise part).

Ha gant he gwall galonad, re dezhi, c’hwerv ha brouezet, e stagas : « Ar gwerc’hezed a oa gouestlet dit, az servije leal, karantezus, hag a [z]leje bezañ ker d’az kalon, ha n’helles-te ket o difenn ? [...]".

1923
Daveenn : SKET p.111-112

Gwall reverzhi a veuz en he zreuz al ledenez kimbrek (Jutland) eus mor an Hanternoz d’ar mor Baltik hag a voe marteze pennabeg d'un darn Kelted da zivroañ [...].

1923
Daveenn : SKET p.148 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Bagadennnoù zo, gant ar gwall valc’hder-se a weler alies er re yaouank, a refizias en o nerzh.

1923
Daveenn : SKET p.89

Stignañ rouedoù a reont eus an eil menez d’egile, koulma geotennoù, toullañ trapedoù, enaouiñ tantadoù a geuneud glas ha gwall louzeier da sevel ur moged du, tev, mougus ha flaerius.

1924
Daveenn : SKET.II p.51

Ret eo delc’her reut war ar paotr, pe e teuio da vezañ ur gwall den evelato.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

Kaset-digaset dre o meskadeg e hañvale ar mor bezañ keflusket gant ur gwall varrad-amzer.

1924
Daveenn : SKET.II p.40

gwall anken

1931
Daveenn : VALL pg affres

gwall aozet

1931
Daveenn : VALL pg (grièvement) blessé

gwall abadenn

1931
Daveenn : VALL pg (mauvaise) affaire (échauffourée)

E Montroulez e voe taolet pled ne oa ket ur gwall doullad unvaniezh etre ar « Barizianed » hag ar « Vrezhonegerien ». Aes e oa gwelout e oa div gostezenn o tiwanañ, hag e vije arne ur wech bennak… E Gwened, ar foz a zonaas c’hoazh etrezo.

1944
Daveenn : EURW.1 p.131

— « Ar voereb a zo gwall-glañv [gwall glañv], » a lavaras unan all. « Ur gwall daol e vezo eviti klevout eo beuzet he gwaz. »

1944
Daveenn : ATST p.23

— « O ! o ! petra ’sinifi ar reuz-mañ ? » emezañ, en ur zont. An tabut a ehanas war an taol. Rak, ma ne oa ket ar baraer ur gwall zen, ur c’haer a zen e oa, ha gant nerzh ur marc’h en e zivrec’h.

1944
Daveenn : ATST p.88

Juluen a groge e divskouarn ar re a veze anvet dezhañ evel gwall bennoù hag a [sic, e] sache anezho e-maez.

1944
Daveenn : EURW.1 p40

Ur gwall bezh labour a oa da ober : ur c'hrav sonn da bignat.

1944
Daveenn : EURW.1 p84

Menel a reas eno daouzek vloaz, rak va Doue ne oa ket ur gwall baotr adal ne gave ken lañs da gloukañ rom.

1954
Daveenn : VAZA p.63

Aet e oa ar paour kaezh Biz Kamm da anaon er bloaz 'raok, tapet gantañ ur gwall gleñved, « an difluksion boitrin », hervez ma lavar Tregeriz, o tont gleb dour-teil eus an aod e-kerz ar goañv ha dindan ar glav a-bil.

1954
Daveenn : VAZA p.38, notenn 1

Ne oa ket dija va zad evit gouzañv e vamm-gaer keit ha ma voe o chom en he zi, e Krec’h-Eliez, met adal ma rankas bevañ ganti dindan an hevelep toenn, stagañ a reas d’ober gwall vuhez dezhi, daoust ha m’en devoa ezhomm ha tremen ezhomm diouti.

1954
Daveenn : VAZA p.48-49

Kaset e voe raktal un den da Landreger da di ar mezeg, met ne deurvezas ket an Aotrou Gwezenneg dont da Briel : « Ur gwall zevezh am eus bet, emezañ, faezh on gant ar gozhni hag al labour, ha neuze… ha neuze ne dalv ken ar boan ».

1954
Daveenn : VAZA p.44, notenn 1

Gwashoc'h hiriv an enkadenn / Deut d'am eren gant he chadenn / Hag am zaol e gwall abadenn.

1960
Daveenn : PETO p39

Ar Vatezh, ur wrac’h kozh ha kintus, gwall zaoulagad en he fenn. Deuet eo tre hep skeiñ war an nor.

1960
Daveenn : PETO p29

Ur gwir breder eo din ma c'harg, beleien ger, / Ha gwander ma beli am glac'haro bepred / Rak dic'halloud on bet d'ho tifenn diouzh tud kêr / Mennet d'hoc'h izelaat dre wall ardoù ar bed.

1960
Daveenn : PETO p15

Lodenn gentañ ar prosez, d'ar 6 a viz Meurzh, a oa bet ur gwall hini

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 4

Menegomp c'hoazh, evit al lennerien n'o dije ket gwall soñj ken e oa [bet] ur gwallzarvoud e kreizenn nukleel Three Miles Island, e miz Meurzh 1979.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

N'on ket evit chom da azezañ ha dav eo din ober tro al lestr hep ehan ; hemañ a vrall hag a vrañskell, petra bennak ma n'eus ket a wall avel.

1985
Daveenn : DGBD p10

"Diwar arouaregezh, gwall vuhezegezh", evel a lavarfe Adrianí.

2015
Daveenn : EHPEA p18

Yen e oa. Sachet e voe un dommerez dre eoul betek enno gant ar servijer met ne voe ket ur gwall rekour.

2023
Daveenn : DREAM p. 75

Ofis publik ar brezhoneg